Doareioù
27 Mezheven 2017

Un tañva a sevenadur Breizh

Hag eh oc'h é vonet da dremen an hañv e kornad An Alre ? Profitit ag ur roll abadennoù liessort ha pinvidig evit beviñ ha gouiet...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Deskiñ ha monet pelloc'h

 

 

Ti Douar Alre a harp kelenn ar brezhoneg d'an dud daet.

Sammiñ a ra, evit douar Alre, e lod ag ar brudiñ kaset get Ofis Publik ar Brezhoneg.

Lodek eo e Deskiñ d'An Oadourion dre vezañs ha kenlabour an animatour àr ar brezhoneg e bodad ar priziadennoù.

Brudiñ  a ra an obererezhioù, ar c'hentelioù-noz... aozet get ar c'hevredigezhioù ezel : Kerlenn Sten Kidna hag ar Vammenn.

Feurmiñ a ra eurvezhioù kelenn d'ar c'hevredigezhioù ezel (diàr genemglev ha hervez amzer dijapl an animatour àr ar brezhoneg).

 

Kartenn ar c'hentelioù-noz àr zouar Alre.

 

Skol-noz Kerlenn Sten Kidna

Savet eo bet skol-noz Kerlenn Sten Kidna er blezadoù 1970 ; aet en-dro abaoe hep  chom a-sav.

Dre liveoù eo frammet (adalek an deraouidi betek ar vrezhonegerion ampart) hervez spered portfolio european ar yezhoù :  32 prantad er blezad kentelioù  (1e30 mn pep sizhun a bouez e-pad ar vakañsoù skol) ; gellet a rer monet pelloc'h etre ar prantadoù a drugarez d'al liamm niverel é kasiñ d'ul lec'hienn labour digor d'ar studierion (ENT) ; prantadoù soubidigezh er yezh a vez kinniget a-hed ar blez. Labouret e vez an holl varregezhioù (lenn, skriv, kompren ar gaoz, komz) adalek al live A1. E-barzh al liveoù izelañ e vez labouret dreist-pep-tra dre gomz, en em harpet àr ar c'hoarioù get ar pal  digor an nor da vonet tre er yezh ha bout plijadur doc'h en em welet é vonet  àr-raok.

E dibenn pep blezad kentañ (A1,A2, B1) e vez broudet ar studierion da vuzuliiñ ar barregezhioù bet tapet dezhañ en ur dremen an amprouadennoù kinniget get ar gengevredigezh DAO ; diplomoù a vez roet doc'h an disoc'hoù.

Karg ar c'hentelioù a vez fiziet e tud a volontez vat hag e animatour a vicher Ti Douar Alre (emglev a zo) ; o barregezh e-keñver ar brezhoneg a zo harpet àr studioù ha diplomoù skol-veur (aotregezh, mestroniezh, doktorelezh) ha/pe àr o ampartiz micherel (kelennerion en hentennoù divyezhek, stummerion hag animatourion e brezhoneg...). Aliet e vênt da heuliiñ ar stummadur lakaet àr-sav get DAO.

Douar Alre eo tachenn labour Kerlenn Sten Kidna : ar brezhoneg a glever en he ser, a zo, aes eo er c'hompren,  livet mat ha gwriziennet er pezh a vez anvet parlant Gwened.

 Skol-noz Kerlenn Sten Kidna a zo bet e-touezh ar frammoù kelenn kentañ e Breizh é resev label DAO (Deskiñ d'an Oadourion) , e 2012.

 

Skol-noz ar Vammenn

Savet eo bet ar gevredigezh Ar Vammenn d’an 23 a viz C’hwevrer 1994 get ar soñj harpiñ ar c’hlasoù divyezhek ha kinnig kentelioù-noz brezhoneg d’an dud daet, en o mesk kerent skol kentañ derez Intron Varia Er Bleù Lokoal-Mendon. Reiñ a ra an tu da gerent ar vugale divyezhek da gomz brezhoneg genomp ma vo aesoc’h dezhe en ober er gêr. Dre strolladoù bihan e vez labouret, ha lies-mat e e vez kaset ar gomz àr sevenadur Breizh. Dalc’het e vez kentelioù e Lokoal-Mendon hag e Pleheneg. Tri live a zo :

- live 1, get Alan Buhe, d’ar merc’her da noz ;
- live 2, get Jean-Jacques Le Floc’h, d’ar merc’her da noz ;
- live ar re ampart, get Jean-Paul Rieux, d’ar lun da noz.
 
Kaset e vênt get animatourion a-youl vat.
Graet e vez get an doare-skriviñ peurunvan àr-un-dro chom feal d’ar gwenedeg.
Kinniget e vez ivez deskiñ sonennoù a vro-Gwened d’ar yaou da noz.

 

Poltredoù