Doareioù
27 Here 2017

Festival Melmes tra !

Korollerion ha sonerion Festerion ar Brug Plunered a ginnig, evit an eil gwezh, ho festival « Memes’Tra » : fest-noz, arvestoù,...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Ar renour : Fabrice Lothodé

 

 

Ganet eo Fabrice Lothodé en Alre e 1971. Da nav blez en em lakaas da soniñ get ar bombard.

E 2005 e tapas an Diplôme d'études musicales savet get ar Conservatoire National de Quimper hag e 2007 e tapas an Diplôme d'État de professeur de musique (kevrenn bombard ha biniou) (stummadur CEFEDEM Bretagne Pays de Loire e Brest etre 2005 ha 2007).

A-c’houde 1991 e kemer perzh e buhez Kevrenn Alré. He renour àr ar sonerezh eo bet  etre 1998 ha 2011. Ar strollad sonerezh-mañ zo e-mesk ar re a sav ar muiañ, àr-un-dro kas nevezted. Lies a wezh eo aet ar maout get Kevrenn Alré e Championad ar bagadoù hag ar strolladoù sonerezh ha dañs.

Soniñ a ra a-goublad, bombard ha binioù. Aet eo ar maout getoñ e Kampionad Breizh estroc’h evit ur wezh, àr-un-dro get Jean-Yves Cadudal. Er prantad-mañ e son get Hubert Raud.

Soniñ a ra ivez a-goublad pe a-stroll get benveger arall : binioù (Marie Le Cam), orglezoù (Michel Jézo, Mickaël Gaborieau...), akordeon (Jérémy Simon, Alain Pennec), piano (Richard Quesnel)..., ha get sonerion a-veg : Kanerion Pleuigner, Louise Ebrel, Anne Auffret, ar Maîtrise de Ste-Anne-d'Auray...

Klasket en deus bet kejiñ sonerezh hengounel Breizh get sonerezh klasel, jazz h.c.

 

A-fet micher, setu da heul ar pezh a vez graet getoñ :

- kelennour àr ar bombard er Fédération des sonneurs du Morbihan (un nebeudig euriadoù aveit Kevrenn Alré) ;

- kelennour àr ar bombard hag àr sevenadur Breizh er skol Jean Claude Jégat (en Académie de Musique et d'Arts Sacrés, Santez-Anna-Gwened) evit ar sonerezh a-goublad bombard hag orglezoù, àr un hanter-amzer ;

- renour Kreizenn Sonerezh Hengounel Ti Douar Alre, àr un hanter-amzer arall.

 

A-fet sonerezh hengounel Breizh emañ Fabrice Lothodé e-mesk ar re a vez aterset ha selaouet ar muiañ.

Poltredoù