Connexion
FR | BR
Brudin dre +
18 Kerzu 2017

Douar Alre, Gouel bemdez 2017 Un disoc'h a-feson

Douar Alre, Gouel bemdez  2017: Un disoc'h a-feson !

 

        Da geñver an tolp aozet nevez 'zo get Ti Douar Alre, e Pleuwigner, eh eus bet roet digarez da  akterion (kevredigezhioù, tier-kêr, mediaouegoù...) rouedad ti ar vro da zistreiñ àr goulzad 2017 ar festival Douar Alre, Gouel Bemdez (etre an 6 a viz ar Gouel-Mikel hag ar 24 a viz Du tremenet) ha da eskemm enta àr o ferzh en 13vet koulzad-mañ.

 

Degouezhioù liessort dre ar vro a-bezh

     214 degouezh, emgav foran pe abadenn, setu ar pezh a zo bet dalc'het an taol-mañ : baleadennoù ha troiadoù dizoloiñ ar c'hornad, predegennoù, abadennoù leurennet, diskouezadegoù, koñkour foto... Danvez é tegouezh doc'h pep sort publik kinniget er pevar c'horn ag ar gumuniezh kumunioù. Ur c'hinnig ken stank ha ken liessort a drugarez da liessortegezh, da niver ha da lañs ar 95 aktour o deus kemeret perzh.

Kresk enta a-fed niver an abadennoù dalc'het. Kement-se a zoug testoni ag al lusk hag ag ar c'hoant gober a santer dre ar vro àr an dachenn sevenadurel ; ul lusk hag ur c'hoant kevredet e rouedad TDA evit sevel ha kas ur festival a vlez da vlez. Peadra da vamiñ Katell Peron, kenurzhierez nevez en emgavet e ti ar vro: «Dizoloet em eus un nerzh, ul lusk da ober asampl na oan ket engortoz anezhe. Pemp sizhuniad festival, get kement à draoù àr gement a gumunioù, hag e-pad ur prantad n'eo ket hini an douristed : dreist!»

       

  Bec'h atav,  a vlez da vlez

       A-fed an dasson bet hag ar berzh graet e-mesk an dud, ma oa bet damsantet abaoe penn kentañ ar prantad ne vehe ket bet fall an disoc'h doc'h an tu-se, ar fotoioù bet diskouezet e-pad an emvod hag ar sifroù bet kreizennet en diskouez biskoazh splannoc'h : tud a zo bet hed-ha-hed d'ar pemp sizhunvezh, muioc'h eget àrlene zoken . 32.000 arvestour, setu ar pezh a zo bet embannet an devezh-all ; kement-se hep kontiñ - un dra gwall ziaes d'ober - an dud tremenet dre diskouezadegoù 'zo evel, da skouer, en hini bet kenaozet get TDA hag AQTA ha bet dalc'het ur miz pad e Alre 'O, er poull-neuial.

 

             Davet festival 2018

           Petra 'vo Douar Alre Gouel Bemdez 2018 ? Un tammig abred eo evit el lâret : e Mezheven da zonet hepken eo e vo goulennet get izili ar rouedad emezeliñ e roll ar festival mar faoto dezhe. Doc'h tu Ti Douar Alre, kenurzhiour ha bannour ar gouel, emeur neoah kroget dija d'en em soñjal. Adkempennet e vo traoù 'zo ; ar c'halander en linenn, da skouer, evit ma vo aesoc'h da bep ezel banniñ e-unan e abadennoù àr lec'hienn ti ar vro. Roet e vo ivez muioc'h a lec'h d'an emglevioù etre ti ar vro hag ar c'hevredigezhioù evit sevel abadennoù...

Ti Douar Alre a vo, e 2018 evel bepred, un aktour evitañ e-unan : kinnig a ray abadennoù savet dezhañ evel ma ra dalberzh. E-mesk anezhe e vo, a-dra-sur «Nerzh ar Gerlenn – La Force du Rond », an heuliad sonerezh, kan ha dañs douget get rann ar sonerezh hengounel

 

  • blbl
    31 Eost 2018

    L’initiation danse bretonne à Auray reprend le mardi 4 septembre

    Le cours d’initiation à la danse bretonne « Dañs Alré » signe un partenariat entre Ti Douar Alré et la ville d’Auray. « Pour cette rentrée 2018/2019, l’initiation se déroulera chaque mardi
  • blbl
    23 Eost 2018

    Challenge Douar Alré Sobhi Sport 2018

    Rendez-vous à Quiberon le 14/10 INFO : LA CORRIDA DE CARNAC 10 ET 5 KM EST ANNULEE La 9ème étape du challenge Douar Alré Sobhi Sport 2018 se déroulera le dimanche 7 octobre à Camors sur
  • 4 Gouere 2018

    An hañv-mañ, Un tañva a sevenadur Breizh, oc'hpenn 100 digarez da zizoloiñ ar vro

    Setu erruet an hañv e Ti Douar Alre ! Embannet zo bet ul levrig get abadennoù aozet e Bro An Alre dre Ti Douar Alre hag e rouedad. 'Barzh ar Programm : Predegennoù, sonadegoù, troiadoù-bale,
  • blbl
    14 Mezheven 2018

    Dañs Alre : klozadur ar blez e ti Kendalc’h

    Setu achu ar blezad kentelioù dañs kaset get André Arhuéro. Kement ha kloziñ get ar blezad emañ bet kinniget d'an dud en em gavout dimeurzh, d'an 12 a viz Even, e Ti Kendalc’h en Alre, evit un
  • blbl
    13 Mezheven 2018

    Festerion ar Brug àr ar bazenn uhelañ !

    Goude dezhe bout tapet an eil plas e kenstrivadeg Kendalc'h d'ar Sadorn 2 a viz Even e St-Brieg en em gav savet Festerion ar Brug, korollerion ha sonerion Plunered àr ar bazenn uhelan arre (liamm video).
  • blbl
    8 Mezheven 2018

    Grand jeu concours

    Du 28 mai au 17 juin PLUVIGNER-PATRIMOINES organise un jeu-concours pour lequel il faut résoudre des rébus, des charades, des décodages… Les différents jeux se trouvent sur 10 affiches placées 
  • blbl
    4 Mezheven 2018

    Smart ! Rallye films de poche

    Le samedi 7 juillet prochain, rendez-vous à 9h30 au cinéma associatif La Rivière à Etel. Munissez-vous de votre smartphone ou de votre tablette numérique. Constituez une équipe. En vous appuyant
  • blbl
    4 Mezheven 2018

    Un Automne autrement 2018 : les inscriptions sont ouvertes!

    L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 14ème édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du 5 octobre au 18 novembre 2018.
  • blbl
    1 Mezheven 2018

    Festival les Galettes du Monde 2018

    Gouel Les Galettes du Monde 2018 Da geñver 11vet tennad Gouel Les Galettes du Monde a vo dalc'het e Keranna d'ar 25 ha d'ar 26 a viz Eost emañ ar skipailh-aoziñ é klask àr-lerc'h tud a youl-vat
  • 30 Ebrel 2018

    La Bretagne entre les lignes

    Setu un enrolladenn ag un tamm lennet get Daniel Carré, ur bomm tennet ag ul levr skrivet get Emile Souvestre a-raok an abadenn "Breizh Du àr Gwenn" a vo dalc'het d'al lun 30 a viz Ebrel : En
  • blbl
    27 Ebrel 2018

    Emvod Meur Sonerion Bro Gwened

    L'assemblée générale de l'association Sonerion Bro Gwened s'est tenue dimanche 22 avril dans les locaux de Ti Douar Alre. Ce qu'il faut retenir : - les bons réslutats des bagadoù du Morbihan
  • blbl
    27 Ebrel 2018

    Gouel « Itinéraires – Sonerezh ha Glad – er Mor-Bihan »

    Da verkiñ en ho karned ! Etre an 18 hag ar 27 a viz Mae en em stalio ar gouel Itinéraires àr nav lec'h dibar, lechioù kaer ha karget a istor. Titouroù : Akademiezh Santez Anna Wened.
  • blbl
    30 Meurzh 2018

    Redadeg 2018 !

    Ar Redadeg a zo é tostaat. Get un nebeut tud hon eus komañset labourat war an darvoud-se a dremeno e bro an Alre d'ar merc'her 9 a viz Mae. Ur raktres a-feson evit tout ar c'hlasoù hag ar skolioù
  • 26 Meurzh 2018

    Emvod Meur Ti Douar Alre 2018

    Emvod Meur Ti Douar Alre a vo d'al lun 26 a viz Meurzh 2018, er sal Petit Bois, da 6e30 g.m. Àr ar stern Rentiñ-kont buhez ar gevredigezh Rentiñ-kont ar c’hontoù Raktresoù 2017 Dilenn
  • 27 C'hwevrer 2018

    Nerzh ar gerlenn, répétition publique

    Jeudi 1er mars à 20h30 dans l'auditotium de l'Espace Culturel Terraqué à Carnac "La force du rond - Nerzh ar gerlenn" en résidence ouverte au public - gratuit Ti Douar Alre et son Centre de Musique
  • blbl
    27 C'hwevrer 2018

    "Breizh, du àr gwenn", un taol lañs... lañsus.

    Ur pemzek den bennak, selaouerion ha selaouerezed, a oa daet da gemer perzh e-barzh an degouezh nevez savet get Ti Douar Alre e-ser diskouezadeg poltredoù Myriam Jégat "Liv(e)" savet e mediaoueg Brec'h.
  • blbl
    20 C'hwevrer 2018

    Mois de la langue bretonne en Pays d'Auray

    Ar blez-mañ c'hoazh e vo kenurzhiet roll an abadennoù a vo kinniget àr Zouar Alre da geñver Miziad ar brezhoneg get Ti Douar Alre. Lañset e oa bet ar soñj-se e 2012 get rannvro Breizh get ar pal
  • blKamorzh 2018bl
    26 Genver 2018

    8vet Challenge Douar Alré Sobhi Sport 2018

    Get devezh Pleuwigner e kroger, a-c'houde tost 30 vlez 'zo bremañ, prantad redadegoù àr-droad  aozet àr un dachenn digor er Mor-Bihan. Oc'hpenn 300 redour prest da redek a-hed 10 km eo en gortoz
  • blCrédit : Ti Douar Alrebl
    26 Genver 2018

    Miziad ar Brezhoneg 2018

    Ar blez-mañ c'hoazh e ray Ti Douar Alre àr-dro kenurzhiiñ roll an abadennoù a vo kinniget àr Zouar Alre da geñver Miziad ar brezhoneg. Pal ar gouel-se, lañset e 2012 get rannvro Breizh, a zo e bal
  • blErdevenbl
    12 Genver 2018

    Un teñzour er suler

    Get Daniel Carré eo bet rantet da barrez An Ardeven ar c'haieradoù predegennoù e brezhoneg bet kavet e porzh ar person a-gent. Kavet int bet get an dud a youl vat hag o doa kemeret karg da