Brudin dre +
9 Mae 2017

Emvod meur Sonerion Bro Gwened, sadorn 22 a viz Ebrel 2016

Sonerion Bro Gwened, bodadeg sonerion ar Mor-Bihan, ezel e Ti Douar Alre baoe 2 vlez, o deus dalc'het o emvod meur en Tanin, e Pleuwigner. Mar bez dalc'het an emvod blez ur sulvezh a viz Ebrel d'al liesañ, o deus kavet gwell pennoù Sonerion 56 kinnig en em gavet d'ar sadorn 22 a viz Ebrel abalamour da lod tud bout tapet an deiz goude – devezh ar votadeg - get kargoù en o c'humunioù.

15 bagad, diàr an 21 a re ar Mor-Bihan, o doa kaset kannad d'an emvod. Gete en em gave ivez an It. Le Meur, eil-maerez Gregam e karg ag ar skolioù, an Ao. Youenn Le Ret, bez-prezidant Sonerion Breizh, ar gengevredigezh vamm, hag an It. Le Dortz, sekretourez Bagad Gregam, ar bagad nevez ganet e Gregam

Da gentañ eo bet danevellet get Irène Tricaud, ar Breizdantez, an obererezh a-hed ar blezad tremenet ; savet eo bet lec'h hag ober ar gelennerion a-fet treuzkas glad sonerezh Breizh hengounel, kenkoulz evel gred Gildas Rio, ar c'henurzhier bet anvet e miz Gouere 2016, hag hini izili ar c'huzul meriñ. En ur reiñ da ouiet he c'hoant rein he dilez goude an emvod-meur, he deus c'hoazh ar brezidantez taolet ur sell àr-dreñv àr he zri blezad karg ; ur prantad na vo ket, hervez an holl, ankouaet en tazoù get izili ar gevredigezh.

Goude bout klevet an holl danevelloù (obererezh, yalc'h) eo bet goulennet get Gildas Rio displeg raktres pedadgogel Sonerion 6 evit 2017 ; degemeret eo bet a unvouezh. Ar skient bet prenet get hor gelenenrion en ur zaremprediñ ar skolioù e Gregam (skolioù kentañ derez ha skolaj Sant-Jozep) a ziskouez meur a hent da vonet gete evit diorren hor c'hinnig a-fet stummadur. En em dreiñ davet bed ar skolioù a zo a bouez bras mar venner kizidikaat ar re yaouankañ doc'h ar sonerezh dre vras ; ha doc'h hor glad sonerezh Breizh dreist pep tra. Evel-se ivez e vo sachet tud davet hor bagadoù sonerion. Setu perak eo bet displeget an tres dirak ar vodadenn veur ha kinniget d'an dud en degemer ; ar pezh a zo bet graet get an holl. Hent kevredigezh Sonerion ar Mor-Bihan en em gav enta merchet mat ha skler evit an amzer dazonet.

  • blbl
    18 Gouere 2017

    Howlin’ grassman vs Stompin’ Big Foot

    D'ar merc'her 13 a viz Gouere emañ bet kinniget e Brec'h get skipailh Klam Records, ur sonadeg get an daouad Howlin’ grassman vs Stompin’ Big Foot. Èl kustum emañ bet bourrapl an abadenn. Bep tro
  • blbl
    10 Gouere 2017

    Kentelioù brezhoneg : pred fin ar blez ha gouel an diplomoù

    D'ar sadorn 1añ a viz Gouere, en ekomirdi Sant-Degan, he deus Kerlenn Sten Kidna klozet get he blezad skol-noz. Aozet eh eus bet ur pred er-maez, an digarez da roiñ o diplomoù d'an deskidi o doa tremenet
  • blbl
    10 Gouere 2017

    « Les Foulées du Large » e Kiberen - 8vet tennad Challenge Douar Alre 2017

    Goude tennadoù Brec'h, Pleuwigner, Kamorzh, Plunered, Pleñver, An Ardeven hag An Alre e talc'h ar Challenge e veaj dre Zouar Alré get un tennad e Kiberen a-benn ar sadorn 22 a viz Gouere.  
  • blbl
    10 Gouere 2017

    Un abadenn « Mardi de la Dañs » dibar a-walc'h hag un arvest àr ar stern : « Nerzh ar Gerlenn »

    D'ar meurzh 27 a viz Even e oa daet hogozik 500 a dud e bourc'h Brec'h evit dañsal, kanal, soniñ, c'hoari, sellet doc'h ar re arall é korolliñ, debriñ krampouezh, tenniñ fotoioù, filmiñ ha c'hoazh...
  • blbl
    27 Mezheven 2017

    Un tañva a sevenadur Breizh

    Hag eh oc'h é vonet da dremen an hañv e kornad An Alre ? Profitit ag ur roll abadennoù liessort ha pinvidig evit beviñ ha gouiet hiroc'h a-fed sevenadur Breizh. Bep sizhun e vo kinniget deoc'h - get
  • blbl
    27 Mezheven 2017

    Mardi de la dañs : « Nerzh ar gerlenn – La force du rond »

    le 27 juin de 19h30 à 22h14, à Brec'h (Park Kreisker) L’association Ti Douar Alré, maison de la culture bretonne et de la langue du Pays d’Auray va produire 2018 une création dont le nom sera
  • blbl
    19 Mezheven 2017

    Hoc'h abadennoù evit Bro Alre Gouel Bemdez 2017

    Da geñver festival Bro Alre Gouel Bemdez  - a vo dalc'het etre ar 7 a viz Gouel-Mikael hag an 19 a viz Kala-Gouiañv 2017 -  en deus Ti Douar Alre lakaet e plas ur servij enlinenn nevez. Hag
  • blbl
    18 Mezheven 2017

    Rost er forn à Kerihuelo, dimanche 18 juin 2017

    E-ser devezhioù ar Glad Bro hag ar Milinioù – Tem 2017 : «Enoromp kevret glad ar maezioù » - en ho ped Pluvigner-Patrimoines d'ur pred Rost-er- Forn hag a vo rostet e forn Kêrihuelloù. Merenn
  • blbl
    18 Mezheven 2017

    Exposition-jeu "Paysan, quelle aventure !"

    L'Écomusée de St-Dégan propose une expérience originale. "L'expo-jeu" transporte le visiteur dans la vie éprouvante des paysans du Pays d'Auray en 1850. Un moyen de découvrir l'histoire en s'amusant
  • blbl
    12 Mezheven 2017

    Un Automne Autrement 2017, André Arhuéro coordinateur

    Daniel Carré, prezidant Ti Douar Alra, a roa da c'houiet emañ bet fiziet kenurzhiiñ Bro Alré Gouil Alré 2017 e André Arhuero; dezhañ da gas al labour àr-raok da c'hortoz ma vo tutaet ur c'henurzhier
  • 6 Mezheven 2017

    Concert Choeur An Alré, Ardarah

    Sonadeg get Laz-Kanal An Alré (edan renerezh Michel Ouremanov) ha get ar strollad Ardarah (sonerezh a Vreizh hag a Iwezhon) e-barzh iliz Sant-Sauveur e Sant-Sten, d'ar sadorn 10 a viz Even 2017 da 8e30
  • blbl
    6 Mezheven 2017

    Dañs Alré, soirée de clôture au Bar Breton

    C’est au Bar Breton à Brec’h, « un bistrot, mais pas que… » aime à accueillir Magalie sa clientèle qu’elle entend diversifier : concerts, soirées associatives, accueil des
  • blbl
    4 Mezheven 2017

    Challenge Douar Alré Sobhi Sport

    Classement après la 7eme étape d’Auray du dimanche 4 juin 2017 Pour cette 7ème édition du challenge « Douar Alré Sobhi Sport » un nouveau partenaire s’associe à l’évènement
  • 3 Mezheven 2017

    Prix littéraire Sten Kidna

    Roet e vo ar priz lennegel Sten Kidna-Bro An Alre a-benn disadorn, 3 a viz Mezheven, da 11e, e mediaoueg an Athena, An Alre. Un emgav kaozeal a vo da 10eur get ar skrivagner priziet hag e lennerion, er
  • 27 Mae 2017

    Komzamb e brezhoneg

    Abadenn kontadennoù ha sorbiennoù e brezhoneg get Jean Baptiste LE GALLOUDEC. D'ar 27 a viz Mae, adal 4 eur betek 6 eur d'enderv er sal liestalvoud, àr hent Kerourieg en Ardeven. E Brezhoneg
  • blbl
    21 Mae 2017

    Asamblez ar bannieloù

    Da geñver gouel Sant-Gwigner, he sant-paeron, e vo kinniget get parrez Pleuwigner un overenn lidet e brezhoneg penn-da-benn get an Tad Jean Le Berrigaud. Emgav da 10e30 e-tal fetan Sant-Gwigner en Tanin.
  • 15 Mae 2017

     Un devezh sport e brezhoneg evit bugale ar skolioù e miz Mae

    Ar blez-mañ e vo kinniget da vugale hentennoù divyezhek Douar Alre ur vintinvezh sport ha c'hoarioù kaset e brezhoneg. Doc'h fin miz Mae en em gavint e Pleuwigner, àr dachenn sportoù ar Goh-Lannoù,.
  • blbl
    13 Mae 2017

    Gouel Breizh 2017

    Gouel Breizh a vo lidet etre an 13 hag ar 21 a Vae àr zouar Alre 'vel e lec'h arall. Ti Douar Alre, ti ar sevenadur hag ar brezhoneg e bro An Alre, a ginnig un toullad degouezhioù savet get kevredigezhioù
  • blbl
    13 Mae 2017

    2 expositions à la galerie du cloître de Sainte-Anne d'Auray

    Philippe Lejeune (1924-2014), le chant des couleurs A travers une trentaine de tableaux, découvrez l'univers de Philippe Lejeune : des créations originales qui mêlent peinture, religion, littérature
  • blbl
    1 Mae 2017

    Ar Barrad Mae

    Maeiñ e di, stagiñ doc'htañ ur barrad fav pe spern gwenn d'enderv-noz deiz diwezhañ miz Imbril : merchiñ an hent d'an nevez-hañv é kemer e vrud... Perak pas reiñ en-dro d'an akustumañs-se