Doareioù 1 Kerzu 2017

Nedeleg e brezhoneg !

Setun un toullad frazennoù talvoudus evit souetiñ gouelioù dibenn-blez bourrapl d'ar re a zo kar deoc'h ha d'ho kensorted.

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Miziad ar brezhoneg 2017

 

 

E 2012 he doa Rannvro Breizh roet lañs d'ar c'hentañ Sizhunvezh ar brezhoneg. Un degouezh savet evit lakaat àr-wel ar brezhoneg hag ar gallaoueg ha kizidikaat ar brasañ niver a dud. Bep blez emañ bet kinniget a-c'houde met e 2017 eo daet Sizhunvezh ar brezhoneg da vout Miziad ar brezhoneg.

E miz Meurzh paseet eh eus bet kinniget ur miziad abadennoù é tenniñ d'ar brezhoneg àr Zouar Alre enta. A bep seurt a zo bet, traoù evit ar re vras, traoù ar re vihan : sinema, arvest, predegennoù, stalioù-labour, abadennoù tañva d'ar yezh, troiad-bale, filajoù, pred-kanet ha c'hoazh !

Evit bout un tañvad ag an abadennoù tremenet e c'hellit teurel ur sell àr an teuliad-kelaouiñ peotramant àr ar programm da bellgargiñ.

Gellet a rit ivez selaou doc'h enrolladenn ar levrig "Brezhoneg e stal ar boser !" bet skignet e-barzh razh stalioù-boserion Bro An Alre.

 

Setu un tamm ag an abadenn margodennoù e brezhoneg Luduennig kinniget e Pleuwigner d'ar sul 12 a viz Meurzh get Strollad Kallag.

ludennig_strollad_kallag2 from Ti Douar Alre on Vimeo.

 

Poltredoù