Doareioù
27 Here 2017

Festival Melmes tra !

Korollerion ha sonerion Festerion ar Brug Plunered a ginnig, evit an eil gwezh, ho festival « Memes’Tra » : fest-noz, arvestoù,...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Ober e brezhoneg

 

 

Ti Douar Alre a ginnig d'an dud daet èl d'ar vugale prantadoù soubidigezh er yezh ; an obererezhioù a vez aozet ha kaset get an animatour àr ar brezhoneg get harp animatourion a volontez vat.

Menegiñ a c'heller Devezhioù ar Brezhoneg aozet e-ser gouelioù ar Gouel-Mikel ; bodiñ a raont ar vugale é taremprediñ hentennoù divyezhek ar skolioù en-dro da obererezhioù hag arvestoù kaset penn-da-benn e brezhoneg. Traoù arall a vez aozet oc'hpenn evit an dud daet.

Atelieroù zo, savet a-ratozh evit ar vugale (alejiñ kinkladurioù Nedeleg, liviñ vioù Pask...), a vez dalc'het plaen a vlez da vlez.

D'an dud daet e kinniger troiadoù bale, eskemmoù en-dro d'al lenn, emgavioù kaozeal ha degouezhioù arall a bep sort aozet get ar c'hevredigezhioù ezel a dTi Douar Alre.

 

Gwelet hor c'hinnig stajoù "Ober e brezhoneg" evit 2015.

 

Gwelet hor c'halander.

 

 

 

Poltredoù