Doareioù
27 Here 2017

Festival Melmes tra !

Korollerion ha sonerion Festerion ar Brug Plunered a ginnig, evit an eil gwezh, ho festival « Memes’Tra » : fest-noz, arvestoù,...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Ti Douar Alre

Ti sevenadur ha yezh Breizh e douar Alre

 

Kinnig

Ti Douar Alre a zo en e sav da vat abaoe penn kentañ 2013. Savet eo bet a-drugarez d’an diviz bet kemeret get Sindikad Kumunioù ar vro harpiñ an aozadur en argant e-pad tri blez doc’htu ; a-drugarez ivez d’ar gwarant roet get Kuzul-Meur ar Morbihan ha Kuzul Rannvro Breizh pas chom diseblant doc’h an doberioù e-pad ar mem prantad amzer. Savet eo bet get an c’hoant tolpiñ hag unaniñ an nerzhioù (kevredigezhioù, tud en o unan…) evit brudiñ glad Breizh ha kinnig abadennoù awenet getañ a-hed ar blez dre ar vro : Bro Alre Gouil Bamdé (Un Automne Autrement), Gouel Breizh (Fête de la Bretagne), Sizhunvezh ar Brezhoneg (Semaine du Breton), Mardis de la Dañs, Challenge Douar Alre…

 

Istoer

E 2005 e taas dilennidi Bro an Alre (Bro lezenn Voynet) davedomp da sevel ur raktres anavet mat bremañ e-mesk ar manifestadegoù sevenadurel : « Un Automne Autrement » ha dreist pep tra « Bro Alré Gouil Bamdé ».