Doareioù
27 Mezheven 2017

Un tañva a sevenadur Breizh

Hag eh oc'h é vonet da dremen an hañv e kornad An Alre ? Profitit ag ur roll abadennoù liessort ha pinvidig evit beviñ ha gouiet...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Troiñ, jubenniñ hag hentiñ

 

 

Ar valizennad jubenniñ hag hentiñ evit ar brezhoneg

Klask a rit petra gober evit ar brezhoneg ? Brezhonegerion a zo en ho kevredigezh, ho strollad, ho kumun, hoc’h embregerezh pe un aozadur bennak arall ? Gelliñ a reont enta implij ar yezh dre gomz en emvodoù pe e degouezhioù publik. N’eus ket amzer da lâret an traoù div wezh lerc’h-oc‘h-lerc’h ? 

Fiziit neuze mikro hor balizenn da jubennerion ampart ha prestit an 20 tokarn d’an nann-vrezhonegerion a gemer perzh. Troet e vo èl-se ar c’homzoù brezhonek àr ar prim e galleg.

Prizioù :

  • strollegezhioù a vez argantaouet Ti Douar Alre gete : evit netra
  • kevredigezhioù ezel a dTi Douar Alre : 20 €/zevezh
  • kevredigezhioù ha strollegezhioù arall : 50 €/zevezh
  • embregerezhioù : 80 €/zevezh

Termenoù amprestiñ pe feurmiñ an dafar 

 

Ar valizennad jubenniñ hag hentiñ evit yezhoù arall

Kas a rahet ur strollad tud d’ober anaoudegezh get ur lec'h bennak (ur mirdi, ur gêr, en natur...) ha n’oc’h ket sur e vehet klevet mat get pep hini ? Feurmit hor balizenn !

Degemer a rahet tud ag ar gêr c’hevellet get ho kumun ? Gober a rahet marc’had get pratikoù pe pourchaserion ag an estrenvro ? Ec'h aoziñ ur c’hollok etrevroadel eh oc’h ? Fiziit neuze mikro hor balizenn e jubennerion ampart àr ar yezh(où) a vo implijet ha kemerit perzh a-drugarez d’an 20 tokarn a zo e-barzh.

Prizioù :

  • kevredigezhioù ezel a dTi Douar Alre : 50 €/zevezh
  • kevredigezhioù arall ha strollegezhioù : 75 €/zevezh
  • embregerezhioù : 100 €/zevezh

Termenoù feurmiñ an dafar

 

Poltredoù