Connexion
FR | BR
Brudin dre +
10 Gouere 2017

Un abadenn « Mardi de la Dañs » dibar a-walc'h hag un arvest àr ar stern : « Nerzh ar Gerlenn »

D'ar meurzh 27 a viz Even e oa daet hogozik 500 a dud e bourc'h Brec'h evit dañsal, kanal, soniñ, c'hoari, sellet doc'h ar re arall é korolliñ, debriñ krampouezh, tenniñ fotoioù, filmiñ ha c'hoazh...

Pep hani a zalc'ho soñj ag an nozvezh dibar-mañ evit un abeg pe un arall. Evit lod e vo a-gaoz d'an niver bras a dud daet, dre ma oa bet bourrapl dibuniñ an nozvezh ha kaer an dañsoù-tro. Evit lod arall e vo marse evit bout kemeret perzh en ul labour àr ober, ur film hag a viro ur roudenn ag ar glad dañset. Tud arall c'hoazh a soñjo kentoc'h er prantad fromus « Dalc'h soñj », pa oa bet klevet kleier Iliz Sant Andrev é soniñ 9 zaol da nav eur noz...

André Arhuero en doa souetet ma vehe bet brav an amzer ha ma vehe daet lan a dud. Un taol kaer e oa rak tud ha heol a oa d'an deiz-se ! Ur gemenadenn a gaso emberr evit trugarekaat razh re o deus respontet d'e bedadenn.

« Kouviet em boa d'an nozvezh-mañ kement dañsour a zo e Bro An Alre evit leurenniñ unan ag an taolennoù niverus a yay d'ober danvez hon arvest « Nerzh ar gerlenn ». Un arvest hag a vo kinniget e miz Mae 2018 ».

En arvest-mañ e vo lakaet an dañsoù-tro àr-wel e pep keñver : e keñver o stumm, o lusk, o signifiañs, o abegoù sokial... Istor an dañsoù-pobl a vo e neudenn dezhañ. E Breizh-Izel e weler pegen boutin eo bet an dañsoù-tro a-hed an amzer. Boiajet e vo ag ur c'hours d'un arall adal ar grennamzer betek an amzer a-vremañ, é tremen dre an Azginivelezh, ar prantad barok, klasel, romantel ha modern. Get ur c'hantad bennak a arzourion a Vro An Alre e vo lakaet an taolennoù-mañ da veviñ.

Douget eo ar raktres arz-mañ get Ti Douar Alre, ha dreist pep tra get e Greizenn Sonerezh Hengounel, get he frezidantez Nicole Raud ha get Fabrice Lothodé, renour ar skol sonerezh.

« Henoazh emañ bet boulc'het an traoù, get berzh. Sellet e vo doc'h an traoù filmet get dron Adrien Fréville ha savet 'vo diàr an dafar-se ur film a bado un dek munutenn bennak. Skrivet e vo un ton get Fabrice Lothodé hag a yay da heul ar film pa vo bannet àr ur skramm bras tra ma vo an dañserion é korolliñ. »

Da heul an arvest-mañ e vo kinniget d'an dañserion ur stummadur àr ar foñs kozh get Naïk Raviart, enklaskerez hag istorourez an dañs, arbennigourez àr dañsoù an 18vet kantved ha kendiazezourez Atalier an Dañsoù-Pobl a zo e bal dezhañ kas enklaskoù àr an dañsoù-pobl hag o c'helenn d'an dud. »

Evit gouiet hiroc'h a-ziàr an abadennoù kinniget get Ti Douar Alre àr www.tidouaralre.com
Monet e darempred :
Poduiñ ha skigniñ arvest « Nerzh ar Gerlenn – La force du rond »
André Arhuéro, kenurzhier Ti Douar Alre, degemer@tidouaralre.com
06 58 97 15 93 pe 06 03 40 66 36

  • blKamorzh 2018bl
    26 Genver 2018

    8vet Challenge Douar Alré Sobhi Sport 2018

    Get devezh Pleuwigner e kroger, a-c'houde tost 30 vlez 'zo bremañ, prantad redadegoù àr-droad  aozet àr un dachenn digor er Mor-Bihan. Oc'hpenn 300 redour prest da redek a-hed 10 km eo en gortoz
  • blCrédit : Ti Douar Alrebl
    26 Genver 2018

    Miziad ar Brezhoneg 2018

    Ar blez-mañ c'hoazh e ray Ti Douar Alre àr-dro kenurzhiiñ roll an abadennoù a vo kinniget àr Zouar Alre da geñver Miziad ar brezhoneg. Pal ar gouel-se, lañset e 2012 get rannvro Breizh, a zo e bal
  • blErdevenbl
    12 Genver 2018

    Un teñzour er suler

    Get Daniel Carré eo bet rantet da barrez An Ardeven ar c'haieradoù predegennoù e brezhoneg bet kavet e porzh ar person a-gent. Kavet int bet get an dud a youl vat hag o doa kemeret karg da
  • blbl
    8 Genver 2018

    "Entre 10 et 12", le programme 2018

    Pluvigner Patrimoines vient de publier le programme de ses rendez-vous "Entre 10 et 12 / Etre 10e ha kreisteiz". Entre janvier et juin 2018, l'association vous proposera un rendez-vous par moi (ouvert
  • 5 Genver 2018

    Hetoù Ti Douar Alre evit 2018

    Toute l'équipe de Ti Douar Alre vous présente leurs meilleurs vœux pour la nouvelle année !
  • 18 Kerzu 2017

    Douar Alre, Gouel bemdez 2017 Un disoc'h a-feson

    Douar Alre, Gouel bemdez  2017: Un disoc'h a-feson !           Da geñver an tolp aozet nevez 'zo get Ti Douar Alre, e Pleuwigner, eh eus bet roet
  • blbl
    9 Kerzu 2017

    Nerzh ar gerlennn - La force du rond Un abadenn kroueet get Ti Douar Alre e 2018

             Kreizenn ar sonerezh hengounel, ur rann a dTi Douar Alre get Nicole Raud da benn ha Fabrice Lothode, renour ha kelennour sonerezh, eo he deus kinniget
  • blbl
    1 Kerzu 2017

    Nedeleg e brezhoneg !

    Setun un toullad frazennoù talvoudus evit souetiñ gouelioù dibenn-blez bourrapl d'ar re a zo kar deoc'h ha d'ho kensorted.
  • 25 Du 2017

    Remise des prix du rallye photos numériques Ti Douar Alre

    ​​ LAURÉATS DU RALLYE PHOTOS NUMÉRQUE TI DOUAR ALRE 2017 LOREIDI RALLI FOTOIOÙ NIVEREL TI DOUAR ALRE 2017     SÉLECTION DU JURY / DIBAB AR JURY Prix
  • blbl
    27 Here 2017

    Festival Melmes tra !

    Korollerion ha sonerion Festerion ar Brug Plunered a ginnig, evit an eil gwezh, ho festival « Memes’Tra » : fest-noz, arvestoù, sonerezh ha koroll. Meurzh 24 a viz Here : Fest-Noz Trad’
  • blbl
    23 Here 2017

    Initiation à la langue bretonne

    Seizh abadenn Tañva d’ar yezh a vo dalc'het get Ti Douar Alre ac'han da fin miz Here e seizh kumun ag ar vro. Un digarez enta d'ar re na ouiont na bu na ba a-fet ar brezhoneg da glevet ha da zistag
  • blRalli fotoioù niverelbl
    14 Here 2017

    Ralli fotoioù niverel

    D'ar sadorn 14 a viz Gouel-Mikael e kinnig Ti Douar Alre get sikour Auray Quiberon Terre Atlantique ha kreizenn-dour Alre'O, ur ralli fotoioù niverel digor d'an holl. An tem lakaet d'an devezh 'zo « lignes
  • blChallenge Douar Alrebl
    7 Here 2017

    Challenge Douar Alré Sobhi Sport

    D'ar sadorn 7 a viz Gouel-Mikael, Diwezhañ tennad challenge 2017 : redadegoù a-dreiz karter Landevan (13 et 24 km)   Da verkiñ en ho karned : - Roet e vo ar prizioù d'ar Gwener 10 a
  • blbl
    2 Here 2017

    Bro Alré Gouil Bamdé, setu lañset an traoù !

    Setu lañset 13vet koulzad ar festival Bro Alré Gouil Bamdé ! Oc'hpenn 80 den, dilennidi ha tud ar c'hevredigezhioù ezel a dTi Douar Alre, 'oa daet disadorn (30/09) en adti-kêr Brec'h
  • blbl
    29 Gwengolo 2017

    Bro Alré Gouil Bamdé 2017

    Programm Bro Alré Gouil Bamdé 2017 a zo daet er-maez ! Ar blez-mañ,e vo kinniget abadennoù etre ar 4 a viz Gouel Mikael hag ar 24 a viz kala-Gouiañv.   Bez' e c'hellit kavout ar programm
  • blbl
    18 Gwengolo 2017

    Deskiñ brezhoneg àr Zouar Alre

    A-benn ur pemzektez avamañ e krogo en-dro ar c'hentelioù brezhoneg d'an dud daet. Kentelioù evit an holl, evit ar re na ouiont na bu na ba kerkoulz hag evit ar re en o aes er parlant. Kentelioù 'vo
  • blbl
    11 Gwengolo 2017

    Sonerezh Breizh

    A-benn al lun 11 a viz Gwengolo e krogo en-dro ar c'hentelioù sonerezh sizhuniek roet get Fabrice Lothodé. Lan eo ar c'hentelioù dija, na zoujit a voned e darempred geneomp neoazh. Gellet a raimp ho
  • blbl
    5 Gwengolo 2017

    Deskiñ dañsal

    André Arhuéro a ro emgav da razh ar re a vourr koroll, d'an deraouidi èl d'ar re duac'h àr an dañs, d'ar meurzh 5 a viz Gwengolo, da 8e noz. Dalc'het e vo ar c'hentelioù dañs er sal Peron, en Alre.
  • blbl
    31 Eost 2017

    Ur sell àr predegennoù-hañv

    Setu tost echu an abadennoù kinniget e-pad an hañv get rouedad kevredigezhel Ti Douar Alre. An teuliad bihañ-mañ a ro deoc'h digarez da deurel ur sell àr an heuliad predegennoù bet kinniget ha kaset
  • blbl
    30 Eost 2017

    Katell Peron, kenurzhierez

    Donemat da gKatell Peron ec'h erru e he c'harg e Ti Douar Alre !... Ganet eo e Noal-Muzilheg; goude bout studiet er skol-veur (lizhiri hag arzoù), tapet ur vestroniezh àr an touristelezh (meriñ ar glad)