Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

56340 CARNAC

Darempred

Michel Rouby d'ar 09 60 53 99 69 / 06 84 79 81 59 
Mail : mein-mor-lann.karnag@orange.fr

Kevredigezh Sevenadurel Mein, Mor ha Lann e bro Karnag

Kevredigezhioù CARNAC

Tres

Ar Gevredigezh Sevenadurel Mein Mor ha Lann e Bro Karnag a venn derc’hel bev ha kas àr-raok sevenadur Breizh, an dañsoù peurgetket, e Karnag.

Petra ‘vez graet genimp ? 
 
  • Kentelioù dañs evit an deskarded hag an dañserion arroutet, roet bep sizhun, d’al lun da 8e30 da noz, e Sal Ar Vaeneg, get Frédéric Harnois. Dañsoù a razh broioù Breizh a vez desket,  ar re na c’heller ket gober hepte er festoù-noz ha reoù arall dizanavezetoc’h, ar re aesañ hag ar re “teknikañ”. Ur bare sonerion a za, d’al lun diwezhañ ag ar miz, da gas ar gentel en-dro asampl get ar monitour. Kalz a vern pegoulz e-kerzh ar blezad e c’heller donet da gemer perzh ha da lakaat e anv. Ha digor eo ar c’hentelioù d’an dud a zo é vakañsiñ e Karnag hag o deus c’hoant da zonet ur wezh pe ziv hepken.
  • Meur a vuhezadur e-kerzh ar blezad, en o zouesk ur fest-noz d’an nevez-hañv ha « Kenstrivadeg Kas abarh Karnag » e-kerzh Gouel « An Houlenn » hag « Un Automne Autrement-Bro Alré Gouil Bamdé ». Tro hon eus ivez da zañsal ha da soniñ da geñver gouelioù aozet er vro ha da gouviiñ Karnagiz ha vakañserion da zeskiñ an dañsoù (Gouel ar Sonerezh, Breizh Piknik, Fête Familiale Bretonne de Locmaria, Marc’had Nedeleg…).

Àr-dro 50 den a zo er gevregidezh, ur bare sonerion hag ur strollad kanerion en o zouesk.

Poltredoù

  • Association culturelle Mein, Mor ha Lann e bro Karnag