Connexion
FR | BR
Doareioù 19 C'hwevrer 2024

Disoc'hoù Kan ar Bobl 2024 : A-gevret e Bro Gwened

Retrouvez les résultats du concours Kan ar bobl (manche de Locoal-Mendon) organisé par Ti Douar Alre, Kerlenn sten Kidna, ar Vammen...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Stal kannal Let's Kan !

Un atalier kanal kaset e brezhoneg get Morwenn le Normand

- Digor d'ar vugale etre  8 ha 14 vlez. (*)

- Un atalier pep miz (9 etre ar Gouel-Mikel ha Mezheven) d'ar Sadorn vintin (10e-11e30) en tu-all d'ar vakañsoù skol.

Lec'h : Ti Douar Alre (Pleuwigner). Kalander  an abadennoù : da dapout e Ti Douar Alre

Priz : 5 € / atalier / bugel. Posupl eo krog e-pad an tennad. Ma ne vez ket rediet ar vugale da gemer perzh seul taol e vezont aliet d'en ober evit tenniñ ar brasañ gounid ag an heuliad.

Danvez ha pal an atalier : kanal asampl, dizoloiñ tonioù ha lañs, deskiñ sonennoù hengounel, sevel tonioù ha sonennoù nevez… En em ziskouez àr al leurenn e-ser un abadenn foran e dibenn ar blezad.

(*) Ma n'eo ket ret bout brezhonegour, ret eo gouiet e vez kaset pep tra e brezhoneg hempken.

 

 

Poltredoù