Connexion
FR | BR
Doareioù 19 C'hwevrer 2024

Disoc'hoù Kan ar Bobl 2024 : A-gevret e Bro Gwened

Retrouvez les résultats du concours Kan ar bobl (manche de Locoal-Mendon) organisé par Ti Douar Alre, Kerlenn sten Kidna, ar Vammen...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Un tañva a sevenadur Breizh

"Un  tañva a sevenadur Breizh" a zo an anv roet d'an ajenda sevenadurel aozet get Ti Douar Alre evit an hañv (Gouere & Eost). Tro 100 degouezh a vez kinniget 'vel-se, aozet àr-eeun get Ti ar vro pe kenaozet get kevredigezhioù, aozadurioù foran ; ma vez skinniet ar c'haierig savet a-ratozh davet tud ar vro e vez dasparzhet ivez davet an douristed en em gav niverus er vro e-pad an hañv. Arvestoù, dañs, bagadoù sonerion é pleustriñ, atalieroù…

Unan ag an darvoudoù pennañ a-hed an daou viziad a zo heuliad "Les Vendredis Dañs Alre". Kenaozet e vez etre Kêr An Alre ha Ti Douar Alre. Emgav pep gwener e-pad miz Gouere ha miz Eost àr ur blasenn bennak e kêr evit un abadenn deskiñ an dañsoù (7e - 8e 30 gm) hag ur fest-noz (8e30 - 10e30gm). Kaset get sonerion dishañval ag ur wezh d'an all.

Programm 2022 amañ !

>

Poltredoù