
Emvod Meur Ti Douar Alre
Ofisiel eo ! Emvod Meur Ti Douar Alre a vo dac'hlet d'al lun 4 a viz Meurzh, adal 6e30 g.m, en Tanin e Pleuwigner ha nepas e Pleñver...
> Gouiet hiroc'hIzili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.
Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..
Bout ezel ag ar gevredigezhResev ar lizher-brudiñ
Sizhunvezh ar brezhoneg 2014
Dalc'het eo bet an eilvet Sizhunvezh ar brezhoneg e Bro an Alre etre ar sadorn 29 a viz Meurzh hag ar sul 6 a viz Ebrel 2014. Palioù an obererezh-mañ a zo chomet ar memes re, da lâret eo kizidikaat ar muiañ niver a dud doc'h ar brezhoneg ha diskouez dezhe pegen bev emañ àr zouar Alre. Kinniget eo bet ar blez-mañ abadennoù àr ar marc'hadoù, ur filaj, un devezh-studi hag ur bochad traoù arall. Kement ha gouiet hiroc'h, c'hwi a gavo amañ dindan ar programm 2014, rentañ-kont an devezh-studi hag an teuliad-kelaouiñ.
Teurel ur sell àr ar programm 2014.