Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

7 Penn ar run
29740 Lesconil

Darempred

Prezidant : Jos Riou d'ar 02 98 87 85 39 hez. 06 12 29 62 19 - choeur.mpb@orange.fr

Mouezh Paotred Breizh

Kevredigezhioù Lesconil

Tres

Savet evit mont da bell vro
Kinniget e oa bet e 1993, gant ar gevredigezh kembread “The World Choir”, enni lazioù-kanañ paotred eus Bro- Gembre, Bro-Saoz, Bro-Ganada ha Bro-Aostralia, reiñ lañs d’ul laz-kanañ paotred e Breizh, ‘leh ne oa ket diouzh ar c'hiz. Ar pal a oa sevel ur strollad da vont d’an emvod bras dalc'het e Atlanta e 1994.
Ken plijet eo bet gant e daol-esa, m’eo bet divizet gant ar strollad bodet tro-dro da Yann-Vari Airault, kenderc'hel dindan an anv : « Mouezh Paotred Breizh ».

E c'hoant
Kanañ Breizh, ar broioù keltiek; difenn ar glad, ar yezh, lakaat e herezh da zougen frouezh.

Roll kanaouennou
Kanaouennou hengounel euz Breiz ha Bro-Gembre a vez kanet gand Mouezh Paotred Breizh. Enoret e vez gand al laz-kana barzed ha troerien evel Visant ha Job Seite, Job an Irien, Glenmor, Xavier Grall, Jean- Pierre Boulic, med ivez sonaozerien ha kempennerien ar vro evel René Abjean, Pierre-Yves Moign, Yves
Elegoet, Patrig Corlay. Kanet e vez ouspenn toniou ar broiou keltieg all ha kanaouennou dastumet da geñver beajou hag emgaviou gand lazou-kana paotred all. Digor eo ivez d'ar zonaozerien yaouank evel Gwenaël Riou pe Goulven Airault.

E berzh dibar
Dont a ra ar 57 kaner a zo hirio el laz-kanañ eus pep lec'h e Breizh.

Ar pezh a ra liamm er strollad
Kanañ Breizh, gant kanaouennoù hengounel a embann e lorc'h, e istor, e zouar, e yezh, e feiz, e gredennoù start.

E-pelec'h eo bet o kanañ
Un tammig e pep lec'h e Breizh, met ivez en diavaezbro : Elzas, Pariz, Baiona, Tarbes, Clamart, Craponnesur- Arzon, Puteaux, Cauterets. En estren-vro : e Atlanta (USA), Riga, Roma, Bro-Gembre, er Republik Tchek, en Asturias, Iwerzhon, Bro-Saoz.

A viz Gouere 2008 hag 2012
Eo bet anvet Mouezh Paotred Breizh kampion Breizh al lazioù-kanañ e brezhoneg, da geñver Gouelioù Kann al Loar e Landerne.

E bladennou
1998 : E Pleiben – 2001 : Ganet eo bet – 2004 : Dre ar bed – 2005 : Ce pays vers la mer – 2008 : Liviou an amzer 2009 : Klemmgannou ar Gelted – 2010 : An aval hag ar c’halis – Paradis des celtes - 2012 : Micheriou hon tadou, les métiers de nos pères.

Poltredoù