Connexion
FR | BR
Doareioù
10 Ebrel 2024

Atalieroù evit ar vugale : Tro ar bed

Emañ ar vakañsoù é tostaat ! D'al Lun 22 a viz Ebrel e vo kinniget un devezh atalieroù kaset e brezhoneg digor d'ar vugale etre...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

RALLYE FOTOIOÙ NIVEREL

Abaoe un nebeut blezadoù e vez savet ur rallye fotoioù get Ti Douar Alre; kement-se e ser programm Douar Alre, gouel bemdez. An degouezh, digor d'an holl, a vez kenaozet get perzh ar gumuniezh kumunioù (AQTA), ar poull-neuial (Alre 'O) hag ar gumun a zegemer ar rallye.

A-hed un devezh - etre 10e am ha 5e gm - e vez roet digarez d'ar berzhidi da vçnet, e-pad un amzer roet ha termenet, d'ober fotoioù é tenniñ d'un tem lakaet. Ar fotoioù kemeret a vez moullet a-vuzul evit ma c'hello an holl berzhidi o gwelet holl e fin an devezh.  

Ha n'eo ket echu ! Dastumet e vez an holl fotoioù ha diskouezet e vezont en ul lec'h a-ratozh e-barzh sal degemer ar poull-neuial lec'h ma chomont betek miz Du. Digarez a vez roet d'an dud é tremen da zibab ha da votiñ; prizioù a vez da c'hounit.

Gwelet ar fotoioù kemeret e-pad an tennadoù diwezhañ Amañ !

 

Kenstrivadeg poltredoù

 

Ur c'henstrivadeg poltredoù a zo bet savet e-pad 8 vlez get Ti Douar Alre; kement-se e ser Douar Alre, gouel bemdez.

Ar poltredoù bet loreet a zo bet diskouezet.

 

Temoù bet kinniget a-hed ar blezadoù :

- « Rip d'ar bourrapl àr zouar Alre » e 2016.

- « Selloù àr labourioù ha micherioù hiriv an deiz e-kostez An Alre» e 2015,

- « Ur sell àr glad bihan Bro an Alre » e 2014,

- « Marc’hadoù bro an Alre » e 2013,

- « Le vent dans tous ses états » e 2012, 

- « Tier kenwerzh a vro An Alre» e 2011,

- « Mab-den àr ar maezoù» e 2010,

- « Bed ha tud an istrerezh» e 2009,

- « Dour ha douar dre vaezioù bro An Alre» e 2008, 

An diskouehadegoù-se  a zo e dalc'h TDA ha tu a zo amprestiñ evit ur gwerzh butun.

 

 

 

Poltredoù