Connexion
FR | BR
Doareioù 19 C'hwevrer 2024

Disoc'hoù Kan ar Bobl 2024 : A-gevret e Bro Gwened

Retrouvez les résultats du concours Kan ar bobl (manche de Locoal-Mendon) organisé par Ti Douar Alre, Kerlenn sten Kidna, ar Vammen...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

SERVIJOÙ KINNIGET GET TI DOUAR ALRE DA IZILI AR ROUEDAD

 - Ul lec'h d'en em vodiñ dindan toenn Ti Douar Alre, e Pleuwigner : 

  • Ur sal evit emvodoù (stajoù, tolpadoù labour…) get taolioù, kadorioù, un daolenn wenn, ur bannour-video *, ur skramm, internet… 36 den azezet. Da vout goulennet ha dalc'het en araok. * da welet en a-raok get TDA.

- Beñveger ha dafar prestet evit argant :

                                                         

                                                 Labourioù graet a vat (da harpiñ ar brezhoneg er vuhez foran)

  • Lakaat traoù skrivet – skridoù berr - e brezhoneg : kartennoù kouviiñ, kartennoù-all ha bannoù, programmoù emgavioù...
  • Aoziñ hag enrolliñ ur ger degemer e brezhoneg àr responterez ar pellgomz.
  • Sikour hag ali roet evit pep tra a denn da skriv ar brezhoneg.
  • Sikour hag ali ispisializet roet evit ar pezh a denn da zielloù (skrivet, enrollet…) e brezhoneg.
  • Sikour hag ali roet ha darempred digoret davet Ofis Publik ar Brezhoneg evit ar pezh a denn d'an toponimiezh, d'an anvioù tier ha straedoù, d'ar panellerezh dre vras.
  •  

Teurel evezh :

  • Ar servijoù kinniget amañ uheloc'h a c'hell bout goulennet get ne vern pe kevredigezh, pe embregerezh, pep aozadur ha pep ezel en e-unan lodek e rouedad Ti Douar Alre.
  • Kement-se a dalv ivez evit kumunioù tachenn AQTA hag o servijoù, evit ar gumuniezh hag he servijoù, evit kumuniezh ha kumunioù Ar Gêrveur. Servijoù ispisial kinniget d'ar re-mañ : divyezhegezh posubl e kevelenn ar gumun : edito(*), pajennad diyezhek…  Kement-se adalek ma n'eo ket bet goulennet ar mem servijoù gete e ser un emglev get Ofis Publik ar Brezhoneg pe get unan bennak-all.
  • (*) Ur sizhunvezh amzer etre resev ar goulenn treiñ hag an droidigezh distroet. Un bank pennadoù kinniget divyezhek a zo; goulenn an alc'hwez tremen get Ti Douar Alre.

                                                         Labourioù graet goude emglev diàr varc'had (labourioù fakturennet)

  • Sevel danvez brudiñ  (skritelloù, flyeroù, gitonoiù, roll-up…) Avizoù pe labour kaset penn-da-benn hervez ar marc'had graet.
  • Stumm brezhonek - troidigezh - evit dafar evel katalogoù bihan, fichennoù hentiñ, kartoñsoù diskouezadegoù… Hervez al labour goulennet; prizioù studiet.