Doareioù
27 Mezheven 2017

Un tañva a sevenadur Breizh

Hag eh oc'h é vonet da dremen an hañv e kornad An Alre ? Profitit ag ur roll abadennoù liessort ha pinvidig evit beviñ ha gouiet...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Kinnig

 

 

E Bro an Alre en em gav e-leizh a sonerion a-goublad bet tapet dezhe an tilt « Champion de Bretagne ». An titl-mañ a vez roet bep blez a-c’houde 1956 da-geñver Kampionad Gourin.

36 titl etre 1977 ha 2013, en daou rummad :

  • bombard/binioù bras : 25 diàr 36 zo aet get sonerion a Vro an Alre ;
  • bombard/binioù : 7 diàr 36 zo aet get sonerion a Vro an Alre.

 

Er rummad bombard – binioù bras 

Roland Becker / Hubert Raud 1979 - 1985 - 1993 - 1994

Alain Kerneur / Armel Denis 1984

Jorj Botuha / Pascal Guingo 1986-1987-1988-1990-1996-1999-2004-2005-2007

Christophe et Jean Michel Mahévas 1989 - 1991 - 1997 - 1998

Fabrice Lothodé / Jean Yves Cadudal 1995 - 2000 - 2002 - 2003

André Le Meut / Ronan Latry 2001

Gweltaz Rialland / Julien Grellier 2012

 

Er rummad bombard - binioù 

- Jorj Botuha / Michel Toutous 1988

- Roland Becker / Philippe Quillay 1992

- Jorj Botuha / Philippe Quillay 2002 - 2003 - 2006 - 2007 - 2008

 

A-bouez e oa enta en em soñjal evit :

- derc’hel bev sonerezh hengounel Bro-Gwened e Bro an Alre ;

- treuzkas ar sevenadur-mañ a-bouez stummiñ ha gober àr-dro ar sonerion a-youl vat evit an c’hoari daou-ha-daou ;

- stummiñ tre sonerion àr ar sonerezh hengounel ma taint da vout aktourion an treuzkas en amzer da zonet ha ma talc’hint bev ar sonerezh-mañ àr-un-dro reiñ buhez dezhoñ.

 

Rak-se e oa bet kinniget ar raktres-mañ e Miz Meurzh 2011 da André Arhuéro get Fabrice Lothodé ha get Nicole Raud. Divizet e oa bet da heul sevel Kreizenn ar sonerezh hengounel e miz Gwenholo 2012.

Lakaet eo bet edan renerezh Fabrice Lothodé : kelennour àr ar sonerezh tapet dezhoñ un diplom Stad, sonour « dave » a-fet ar bombard hag ar binioù. Àr ur post hanter-amzer e ra àr-dro ar pezh a denn d’ar c’helenn, d’ar sonerezh ha d’ar benveger ; sikouret e vez get Nicole Raud evit ar pezh a denn d’ar velestradurezh, d’ar sevel degouezhioù hag d’ar brudiñ.

Getoñ eh eus 16 den é teskiñ : ar bombard hag ar binioù, fesonioù arall da soniñ a-goublad, pe get tri sonour àr-un-dro, hag ivez ar sonerezh a-stroll.

D’an 8 a viz Gwenholo 2013 e Gourin e oa aet an titl Kampioned Breizh (koublad bombard - binioù bras) get Fabrice Lothodé ha get Hubert Raud.

 

Poltredoù