Doareioù
27 Here 2017

Festival Melmes tra !

Korollerion ha sonerion Festerion ar Brug Plunered a ginnig, evit an eil gwezh, ho festival « Memes’Tra » : fest-noz, arvestoù,...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Kinnig

 

 

Get Ti Douar Alre e vez solitet ha kenaozet an obererezhioù bet kinniget get ar c'hevredigezhioù adalek ma vênt degemeret. Da skouer :

A-hed ar blez e sikour ti ar vro get ar c'hevredigezhioù ezel brudiñ :

 

Aliiñ : bodad ar brezhoneg

Get komision pe bodad ar brezhoneg e kouezh, hervez statudoù ar gevredigezh, ar garg da ginnig da guzul meriñ Ti Douar Alre an hentoù hag an obererezhioù a seblant dezhi bout ar re spletusañ evit buhezekaat, pinvidikaat ha kas àr-raok ar brezhoneg àr zouar Alre. Plaen e vez roet d'ar bodad doare ag an divizoù kemeret, a voned àr-raog al labourioù boulc'het, ag ar c'hargoù ha labourioù kaset get an animatour àr ar brezhoneg implijet get ti ar vro.

 

Monet en-dro

Da benn er bodad en em gav bez-prezidant Ti Douar Alre e-karg ag ar brezhoneg ; en-dro dezhañ e vod mererion arall hag izili. Tolpadennoù ar bodad a vez kaset e brezhoneg (troidigezh e galleg àr-eeun).

Tolpet e vez ar gomision meur a wezh pep blez. Digor e vez d'an holl dud oberiant àr dachenn ar brezhoneg àr zouar Alre : pennoù kevredigezh, kerent ha kelennerion an hentennoù divyezhek,...

A-drugarez da vezañs izili anavet evit o barregezh hag o ampartiz en e ser (ispisialourion àr ar yezh, tud douget-bras d'ar brezhoneg, kelennerion...) en em gav ar bodad e stad da reiñ kuzul, a-unan get Ofis Publik ar Brezhoneg, d'ar frammoù hag aozadurioù foran, ekonomikel ha sevenadurel àr zouar Alre.

Isbodadoù a c'hell bout kroueet, emgavioù bihanoc'h lakaet get ur pal resis é tenniñ atav d'ar brezhoneg : aoziñ Sizhunvezh ar brezhoneg, heuliiñ labour an animatour àr ar brezhoneg...

 

Ul liamm get ar c'humunioù

Kadoriad bodad ar brezhoneg a vod plaen ar guzulerion bet anvet da zen dave ar brezhoneg en o c'humun (dilennet ez-ofisiel get pep kuzul kumun ag ar vro)

Gouiet hiroc'h.