Kinnig Labour Renour / Renourez kamp an hañv 20225
Kefridi : Sevel ur bare animatourion.rezed evit ober àr-dro ur strollad 20 bugel etre 7 ha 15 vlez. Sevel ha kas ur raktres pedagogel...
> Gouiet hiroc'hIzili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.
Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..
Bout ezel ag ar gevredigezhResev ar lizher-brudiñ
Kinnig
Ar brezhoneg
Ti Douar Alre a zo lodek er pezh a vez graet bemdez àr dachenn bro An Alre evit diskouez ha sevel krog ar brezhoneg. Oberiant eo àr meur a dachenn hag e meur a zoare, kenkoulz en e ser e-unan (darempredoù ha labour pemdeziek e brezhoneg, divyezhegezh diskouezet) hag ez foran dre e rouedad kevredigezhioù : skritelloù ha programoù, evezh ha harp gouestlet d'ar c'helen brezhoneg d'ar vugale ha d'an dud en o ment, embannadurioù, brud ha skoazell da obererezhioù an aozadurioù foran, an tier koñwerzh…, aoziñ pe/ha kenaoziñ ha brudiñ degouezhioù e brezhoneg savet àr dachenn ar vro (degouezhioù, eskemm, abadennoù, baleadennoù dizoloiñ, atalieroù, kan…). Ti Douar Alre a gas ivez àr e diriad obererezh ar Rannvro e-keñver ar yezh - Miziad ar Brezhoneg - hag en em soursi dalc'hmat a vezañs ar yezh (bruderezh, kinnig abadennoù e brezhoneg pe divyezhek lakaet er programm) e festivalioù hag emgavioù sevenadurel a-gonsekañs savet er vro - Douar Alre gouel bemdez, Méliscènes, Un tañvaa a Vreizh…
Aliiñ hag ober : Bodad ar brezhoneg
Digor eo Bodad - Komision - ar brezhoneg Ti Douar Alre da izili kuzul meriñ an ti, da gannaded ar c'hevredigezhioù kelenn d'an dud daet dre ar vro, da gelennerion ha da gannaded kevredigezhioù kerent ar skolioù ha hentennoù brezhonek… Renet e vez buhez ar bodad get bez-prezidant Ti Douar Alre evit ar brezhoneg. Karg ar bodad a zo soursial ma vo oberiant an ti doc'h tu ar brezhoneg ; da lâret eo kinnig, kempenn ha sevel ar pezh a servijo d'ar gwellañ sevel, brudiñ, pinvidikaat ha lakaat àr wel buhez ar brezhoneg àr dachenn bro An Alre. Kinnig a ra d'ar c'huzul meriñ abadennoù, prantadoù isipisial - da vout savet get TDA e-unan pe kensavet. Labouret e vez a-dost get animatour brezhonegour an ti.
Ul liamm get ar c'humunioù
Ti Douar Alre ha bodad ar brezhoneg a ginnig d'ar c'humunioù ha d'an etrekumuniezhoù (AQTA & Ar Gerveur) sikour anezhe da lakaat ar brezhoneg àr-wel e-ser o servijoù melestradurel, en o embannadurioù, hag all . AMAÑ. Abadennoù dizoloiñ ar yezh a vez aozet : Tañva d'ar brezhoneg
Al liamm get an aozadurioù foran - ha da gentañ get ar c'humunioù - a vez dalc'het ha maget a-drugarez da rouedad an dilennidi dave da dTi Douar Alre. AMAÑ
Ur sell war an obererezh
- degouezhioù ( gwelet ……………) ;
- soubidigezh er yezh (gwelet ………………..)
- deskiñ d'an dud daet (gwelet ……………..)