Connexion
FR | BR
Brudin dre +
15 Mae 2017

 Un devezh sport e brezhoneg evit bugale ar skolioù e miz Mae

Ar blez-mañ e vo kinniget da vugale hentennoù divyezhek Douar Alre ur vintinvezh sport ha c'hoarioù kaset e brezhoneg. Doc'h fin miz Mae en em gavint e Pleuwigner, àr dachenn sportoù ar Goh-Lannoù,. Ur bare animatourion ha kelennerion skolioù a zo bec'h abaoe penn kentañ ar blez-mañ ec'h alejiñ an darvoud; o c'hoant a zo ober ag an degouezh-se taol lañs emgavioù dalc'het plaen a vlez da vlez ; un tammig evel Devezh ar vugale e miz Du, e-pad Douar Alre Gouel Bemdez.