Connexion
FR | BR
Brudin dre +
17 Kerzu 2015

Galv : un devezh-studi en-dro da dem ar livioù

A bep sort livioù a zo e Breizh, hag e vehe kaoz a zouarouriezh pe a studiiñ labour-douar ar vro, hec’h ekonomiezh, he yezhoù ha c’hoazh. Setu neuze an tem dibabet ar blez-mañ d’an devezh-studi (ar pevarvet a-c’houde 2012) a vo aozet get Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna e-ser Sizhunvezh ar brezhoneg. Atav an hevelep pal d’an devezh : roiñ d’anaout labourioù kaset e brezhoneg hag àr ar brezhoneg, roiñ digarez d’an enklaskerion ha d’an dastumerion d’er gober e brezhoneg, ha tu da selaouerion a bep sort – brezhonegerion ha nann-vrezhonegerion – d'ober anaoudegezh get o labour en ur zonet d’o selaou.

Setu ma kav deoc'h ho peus danvez ur brezegenn a gouchahe mat doc'h an tem lakaet d'hon devezh-studi ar blez-mañ, na zoujit ket evit kas ho kinnig deomp. Evit gouiet hiroc'h, taolit ur sell àr ar galv amañ staget.

Evit monet e darempred geneomp : oliertidouaralre@gmail.com, 02 97 78 41 40.

Dielloù stag

 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/14503584355672b6a3bd626.pdf
 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/14503584385672b6a6bc46b.pdf