Connexion
FR | BR
Brudin dre +
27 Meurzh 2017

Emvod-meur 2017 Ti Douar Alre

D’al lun 27 a viz Meurzh diwezhañ emañ bet dalc'het emvod-meur Ti Douar Alre. En em dolpet en doa un 70 a dud en teatr bihan, en Alre. En o-mesk en em gave an itron le Breton, kuzulierez departamant, an aotrou Guillou, eil-maer kêr An Alre, ha dilennidi arall é terc'hel lec'h kumunioù kumuniezh AQTA.Plaen ha sioul eo aet an traoù hag ar gaoz a-hed an tolp, hag a unvouez eo bet degemeret rentañ-kont obererezh ar blezad ha meriñ ar yalc'h evit 2016. Dindan berr amzer e vo kavet an danevell en he fezh da lenn en linenn. Tri den nevez a zo bet dilennet er c'huzul meriñ.