Connexion
FR | BR
Doareioù
23 Ebrel 2024

UN TAÑVA A SEVENADUR BREIZH : DIGOR EO AN ENSKRIVADURIOÙ !

Emañ an hañv é tonet ! Ha getañ kours un "Tañva a sevenadur Breizh" gantañ ! Breizh a vo lakaet àr wel e Bro An Alre a-hed...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Komision Glad

 

Glad ar maezoù : ur glad danvez ha dizanvez

Douar Alre, ur vro hag en em gav etre an douar hag ar mor, zo dezhoñ ur glad tudouriezh liessort-mat. Kavet e vez ennoñ troioù-lavar, re é tenniñ d’ar mor pe d’ar maezoù, get arlivoù ha perzhioù dezhe o-unan, àr an tachennoù-mañ da heul dreist pep tra :

  • ar savadurioù,
  • ar gloestraj,
  • traoù ar pemdez,
  • an dilhad,
  • ar c’hustumoù hag ar c’hredennoù.

Traoù an hengoun pobl, bet lakaet da arouezioù, get ar pezh a zougont a-fet sevenadur hag arz, a chom c’hoazh tresoù da identelezh Breizh.

 

Ur gomision skiantel da viriñ gwell ha da dreuzkas

Pal ar gomision « Arz hag hengoun pobl » zo, èl mand eo diferet get statudoù ar gevredigezh, kinnig da guzul-meriñ Ti Douar Alre hentoù da gemer ha labourioù da gas da lakaat àr-wel ar glad àr zouar Alre. Douget e vo ar gomision-mañ da labourat get ar c’homisionoù arall a Ti Douar Alre en arbenn d’o raktresoù klokaat an eil get egile.

Kinnig a ra sevel meur a sort degouezh digor d’an holl, en ur genlabourat get ensavadurioù sevenadurel ar vro, get ar soñj reiñ da anavout gwell pinvidegezhioù glad ar maezoù :

  • prezegennoù,
  • gweladennoù hentet,
  • devezhioù-studi,
  • diskouezadegoù,

Ur gomision skiantel eo. Donet a ra arbennigourion anavet (istourourion, mirourion, yezhourion…) da reiñ o lod enni. Dastum a ra titouroù hag o renkiñ a ra en un diaz glad àr urzhiataer, e-ser komisionoù savet a-fet, enne aktourion ampart.

Poltredoù