Connexion
FR | BR
Brudin dre +
14 Mezheven 2018

Dañs Alre : klozadur ar blez e ti Kendalc’h

Setu achu ar blezad kentelioù dañs kaset get André Arhuéro. Kement ha kloziñ get ar blezad emañ bet kinniget d'an dud en em gavout dimeurzh, d'an 12 a viz Even, e Ti Kendalc’h en Alre, evit un noziad « boued sukret, boued sall »

Distroet eo an animatour àr ar blezad ha trugarekaet en deus razh an izili evit bout daet ingal d'ar c'hentelioù ha bout kaset o begon hag o choant-deskiñ gete. Ur c'hant bennak a dud en o mesk a gemer perzh e raktres « Nerzh ar Gerlenn – La Force du Rond » a vo diskouezet evit ar wezh kentañ d’an 8 ha d'an 9 a viz An Azvent e sal Le Borgn e Pleuwigner.

Emgav a roomp da razh a re a vour é tañsal a-benn ar meuzh 4 a viz gwengolo, da 8e noz, sal Perron en Alre !

Darempred : Dañs Alre, André Arhuéro : 06 03 40 66 36. Emezeliñ-blezad da d-Ti Douar Alre : 15 €