Connexion
FR | BR
Brudin dre +
17 Kerzu 2016

Kerzu 2016 : un emgav a-feson

Tost an hanter ag ar studierion é heuliiñ ar c'hentelioù sizhuniek pe/hag ar sonerion dibabet gete lakaat o anv evit unan ag ar stajoù savet get Kreizenn ar sonerezh hengounel o deus en em dolpet e Ti Douar Alre d'ar sadorn 17 a viz Kerzu. Un digarez evit ober gwelloc'h anaoudegezh an eil get egile, evit ranniñ oberiantiz hag ampartiz; un degouezh a-feson c'hoazh da deurel ur sell àr-dreñv àr an trimiziad tremenet ha da lakaat ar gaoz, get ar stummerion a oa eno, da gomz ag an danvez da vout degaset a-hed ar miziadoù da zonet. Ur gaoz digor ha diardoù he deus diskouezet pegen plijet e oa an holl, pegen prest en em gaver da vonet pelloc'h get an hent, da gemer perzh e tresoù kinniget. Ken plijus eo bet en em gavet 'vel-se ma c'heller soñjal e vo savet arre abadennoù hañval kent diwezh ar blezad stummadur-mañ.