Connexion
FR | BR
Brudin dre +
16 Ebrel 2021

Goude emvodoù meur ordinal ha dreistordinal bet dalc'het d'ar14 a viz Ebrel 2021

A-bell hag en linenn - penaos ober mod-all ? - emañ bet dalc'het Emvod-Meur ordinal Ti Douar Alre d'ar Merc'her 14 a viz Ebrel. Evit ar prantad bevet hag an doare mad eo bet kinniget an degouezh e c'heller lâret emañ bet heuliet kentoc'h madik a-walc'h. Un digarez enta da deurel ur sell àr-dreñv, àr ar blezad 2020 ken merchet get ar c'hlenved-red hag ar redioù daet d'e heul. An obererezh ha meriñ ar yalc'h a zo bet kavet mat ha direbrech ha degemeret int bet enta a-unvouezh. Un nebeut soñjoù ha tresoù a zo bet degaset evit 2021 get ma … Aes e vo adkavet an holl danvez-se er rentañ-kont a gaver amañ hag er c'hloc'hadoù bet bannet er c'hazetennoù amañ hag amañ.

Da geñver an emvod dreistordinal a zo bet dalc'het just goude emañ bet "refreskaet" statudoù an Ti hervez ma er goulenne ar C'huzul Meriñ ; gellet a rer o c'haout amañ da lenn.

Dielloù stag

 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/16185909926079bd10cde12.pdf