Connexion
FR | BR
Brudin dre +
13 Mezheven 2018

Festerion ar Brug àr ar bazenn uhelañ !

Goude dezhe bout tapet an eil plas e kenstrivadeg Kendalc'h d'ar Sadorn 2 a viz Even e St-Brieg en em gav savet Festerion ar Brug, korollerion ha sonerion Plunered àr ar bazenn uhelan arre (liamm video). Disoc'h al labour graet hag ar gred lakaet get ur bare tud ampart ha desket. Gourc'hemennoù ha ... begon e-mesk ar re wellañ ag ar vro! Digarez a vo d'o gwelet a-hed an hañv-mañ : d'ar 15  a Vezheven (e Plunered), d'an 22 a C'hourhelen (e St-Philibert), d'ar 27 a C'hourhelen (e Gregam), d'an 29 a C'hourhelen (e Sarzhav), d'ar 15 a viz Eost (e Gwened), d'an 19 a viz Eost (e Lokmaria-Kaer), d'an 30 a Wenholon (e Piprieg).