Connexion
FR | BR
Brudin dre +
27 Here 2017

Festival Melmes tra !

Korollerion ha sonerion Festerion ar Brug Plunered a ginnig, evit an eil gwezh, ho festival « Memes’Tra » : fest-noz, arvestoù, sonerezh ha koroll.

Meurzh 24 a viz Here :

  • Fest-Noz Trad’ get merc'hed, ha get merc'hed hepken : Triorezed, Mangeouses d’Oreilles, koublad Bourse-Péniguel – 8e30 gm. Kantinenn skol ar vourc'h, Plunered.

Gwener 27 a viz Here :

  • Memes Tra ! Arvest get korollerion ha sonerion Festerion ar Brug ha bagad An Elven – adalek 9e noz betek 1e da vintin. – sal liessportoù Plunered

Sadorn 28 a viz Here :

  • Marc“had an artizaned : La FABuleuse FABrique des papilles enchantées, etre 3e gm ha 9e noz.
  • Bal breton ar vugale : etre 3e30 ha 5e30 gm. – sal liessportoù Plunered.
  • Kenstrivadeg Trio Trad’ : etre 5e30 ha 7e noz.– sal liessportoù Plunered.
  • Digor kalon sonet, get Spontus & Manu Sabaté, etre 7e ha 9e noz – sal liessportoù Plunered.
  • Fest-noz Bras get Castor & Pollux, BHT, koublad Le Bour, Bodros ha Startijenn, adalek 9e noz betek 2e da vintin. – sal liessportoù Plunered.