Connexion
FR | BR
Brudin dre +
18 Gouere 2017

Howlin’ grassman vs Stompin’ Big Foot

D'ar merc'her 13 a viz Gouere emañ bet kinniget e Brec'h get skipailh Klam Records, ur sonadeg get an daouad Howlin’ grassman vs Stompin’ Big Foot. Èl kustum emañ bet bourrapl an abadenn. Bep tro e vez un digarez da zistaniñ, d'en em gavout get mignoned ha da zizoloiñ strolladoù ha sonerezhioù dianav deomp a-wezhioù. A-benn ar yaou 20 a viz Gouere e vo dalc'het an Apero Klam kentañ (6e30  d'enderv-noz), e Plunered. Doc'h ar programm : Parveen & Illias Khan. An taol-mañ e yaimp davet ar reter betek Bro-Indez hag ar Rajasthan.

Evit gouiet hiroc'h, klikit amañ.