Connexion
FR | BR
Brudin dre +
1 Mae 2017

Ar Barrad Mae

Maeiñ e di, stagiñ doc'htañ ur barrad fav pe spern gwenn d'enderv-noz deiz diwezhañ miz Imbril : merchiñ an hent d'an nevez-hañv é kemer e vrud... Perak pas reiñ en-dro d'an akustumañs-se al lec'h a oa geti n'eus ket c'hoazh pell'zo genomp dre ar vro ?... Ned eo ket kollet tamm ebet àr zouar Alre ! Ma ne vez ket mui lakaet ar barrad Mae get an holl, er gweler neoazh atav stankik a-walc'h. Ar pezh a vank evit ma talc'ho an akustumañs a zo an treuzkas d'ar rummadoù yaouank, displeg ha diskouez ar mod d'an dud nevez daet er vro. Setu aze ar pezh a zo bet soñjet get Ti Douar Alre komañs gober ar blez-mañ ! … Goulenn a reomp enta ma vo roet doare deomp a rac'h an traoù a vo bet graet pe klasket gober dre ar vro ; kement-se a servijo evit ar blez da zonet.