Connexion
FR | BR
Brudin dre +
19 Meurzh 2019

Lun 4 a viz Meurzh : Emvod-meur Ti Douar Alre

D'al lun  4 a viz Meurzh eo bet   emvod meur Ti Douar Alre. Un 70 bennak a dud a oa daet betek Pleuwigner: dilennidi a gumunioù bro An Alre (Pleuwigner, Krac'h, Brec'h, Pleñver, Landivant, St-Philibert...), a AQTA, ar gumuniezh kumunioù (An I. Thomas, bez-prezidantez), a guzul rannvro Breizh (An I. Hulaud, prezidantez ar gomision Sevenadur); tud é terc'hel lec'h ar c'hevredigezhioù ezel hag izili en o-unan perzh er gengevredigezh; mignoned a dTi ar vro Gwened hag a Emglev Bro An Oriant... An ao. Pahun, depute ar c'hornad en doa kaset kannad.

   A unvouezh eo bet degemeret oberererezh an ti hag an doare mad eo bet meret ar yalc'h a-hed ar blezad 2018 goude an danevell lakaet etre daouarn pep unan dindan stumm ur c'haier - da gavet amañ - hag ar c'hinnig anezhe graet e anv ar c'huzul meriñ; ur c'hinnig harpet get taolennoù, dielfennadurioù, skeudennoù, filmoù berr...  Petra 'vo ar blezad 2019 boulc'het mat dija? Un nebeut soñjoù a zo bet eskemmet, un nebeut tresoù dibabet.  Dalc'het e vo get degouezhioù 'zo bet kavet plaen a-hed ar blezadoù tremenet (Douar Alre, gouel bemdez; Miziad ar Brezhoneg, Devezh ar ar vugale.; Tañvaomp ar Vro.....). Kinniget 'zo bet ivez drec'hell da sonnaat rouedad  kevredigezhioù ezel en ti en ur sevel, da skouer, ur c'haier renabl anezhe.