Connexion
FR | BR
Brudin dre +
22 Genver 2014

Ar Familh Pikett : ur c'hoari diskouezet get Kendalc'h

D'ar merc'her 22 a viz Genver e tay ar gevredigezh Kendalc'h da brezantiñ ar c'hoari nevez - La famille Pikett - savet ha lakaet e gwerzh gete. Pal ar c'hoari zo servij da venveg da zizoloiñ sevenadur ar vro ; e galleg emañ, dreist-pep-tra, met edan berr e vo tu er bout e brezhoneg ivez. Ti Douar Alre eo en deus kinniget dezhe lakaat un deiz hag ul lec'h evit un emgav kinniget e douar Alre ; goude emglev get Kerlenn Sten Kidna e vo degemeret an dud e sal ar Gerlenn, en Alre, etre 2e ha 3e30. Kouviet e vo holl vistri-skol ar vro da zonet hag an dud arall mar karont.

Evit gouiet hiroc'h : Pour en savoir plus : brezhoneg@tidouaralre.com.