Connexion
FR | BR
Brudin dre +
25 Du 2014

Emgav ar guzulerion dave, lun 24 a viz Du 2014

Evit an eil gwezh abaoe an dilennadegoù kumun diwezhañ eo bet bodet kuzulerion dave ar brezhoneg get Ti Douar Alre. E 19 kumun (diàr an 22 a zo en Aqta àr an douar bras) eh eus enta ur c'huzuliour bet dilennet d'ober al liamm get komision ar brezhoneg e Ti Douar Alre. Div wezh ar blez e vezont tolpet hag ur gannadig - Etrezomp - a vez embannet (pep tra da gavet dindan al liamm http://bzh.tidouaralre.com/elus-referents/p18.html). Gras da gement-se e weler, da skouer, é kreskaat niver ar c'humunioù é reiñ bremañ ul lec'h d'ar brezhoneg en o c'hannadig pe àr o lec'hienn (edito ar maer, pajenn divyezhek,...). Gouiet petra a vez graet amañ e brezhoneg pe evit ar brezhoneg ha penaos e vez graet a servij evel-se d'an holl.