Connexion
FR | BR
Brudin dre +
3 Meurzh 2014

Ti Douar Alre hag ar voterezh da zonet : al listennoù pedet da reiñ o soñj

El meur a emglev sevenadurel bro e Breizh en deus divizet Ti Douar Alre en em dreiñ ivez, didro-kaer ha dirak an holl, da rac'h al listennoù é vonet àr ar renk e kumunioù bro An Alre. Dindan toenn ti yezh ha sevenadur Breizh en em gav tolpet ur yoc'h tud ha kevredigezhioù oberiant àr dachenn ar glad sevenadurel ; c'hoant an ti a zo just a-walc'h sikour ledanaat dasson o labour en ur sevel ur c'halander kumun, en ur reiñ lañs d'ur gwir nerzh kevredet dre ar gumuniezh kumunioù nevez savet. Penaos e vehe bet dezhañ enta chom neuze diseblant dirak un degouezh ken a bouez èl ar votadegoù parrez.


Ur goulennaoueg  -  pe gentoc'h ur c'hinnig divizoù da gemer a-fet lec'h ar brezhoneg er gumun - a zo bet kaset enta e fin miz C'hwevrer d'al listennoù anavet ; ha dalc'het e vo da gas d'ar re en em zisklerio c'hoazh betek termen an amzer lakaet hervez lezenn. D'ar gandidaded da reiñ o soñj en ur zistreiñ ar fichenn - dre ar post pe dre Internet a-raok ar 15 a viz Meurzh. D'al lun 24 ag ar miz-mañ, eizhteiz kent an droiad votiñ kentañ enta, e vo bannet an disoc'hoù get Ti Douar Alre.


An teuliad bet kaset d'an dud àr ar renk a c'heller tapout àr lec'hienn Ti Douar Alre (amañ da heul) ; ar listennoù n'o dehe ket er resevet dre ar post a zo pedet d'ar pellgargiñ ha da gemer hep gortoz pelloc'h lerc'h ha perzh en tabut.

 

Dielloù stag

 Goulennaoueg_Questionnaire_Brezhoneg