Connexion
FR | BR
Brudin dre +
21 Here 2016

Douar Alre Gouel Bemdez, c'hoariva e brezhoneg e Pluvergad

Dimerc'her noz e oa daet 140 den da welet ar pezh-c'hoari « Enez al Legumaj » e sal An Erminiged e Pluvergad, un abadenn bet aozet get Kerlenn Sten Kidna ha Ti Douar Alre. Ur pezh e brezhoneg diskouezet en un arvest eo, meur a daolennoù dezhañ, kinniget ha c'hoariet get Strollad ar Vro Bagan a Blougerne (Bro-Leon). Ar blez paseet e oa daet ar strollad dija da geñver Bro Alré Gouil Bamdé da ginnig ur pezh arall savet gete evit ar vugale.

Tem ar pezh – tennet diàr mojenn sonour fleüt Hamelin -, an temoù ha mod-choari an aktourion o deus bamet an arvesterion e-pad un euriad. C'hoarzh ha plijadur 'zo bet kement e-mesk ar vugale – evite-int e oa bet savet ar pezh da gentañ-penn – hag e-mesk an dud daet.

Un taol-kaer eo hag a ziskouez pegen bev eo ar brezhoneg àr Zouar Alre ha kement-mañ a-drugarez da rouedad ar skolioù divyezhek ha kani ar c'hentelioù-noz.