
BRO ALRÉ GOUIL BAMDÉ : Lanset eo an 20vet tennad !
Lañset eo 21vet tennad Bro Alré Gouil Bamdé ! Oc'hpenn 50 den a oa tolpet e lec'h Ti Douar Alre disadorn paseet...
> Gouiet hiroc'hIzili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.
Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..
Bout ezel ag ar gevredigezhResev ar lizher-brudiñ
Bro Alré Gouil Bamdé
Bep plez, etre penn kentañ ar Gouel-Mikel ha kreiz Miz Du, e ta ar fetsival Douar Alre, gouel bemdez / Un Automne autrement da reiñ digarez da addizoloiñ bro An Alre e ser abadennoù ha gouelioù lieseurt maget get ar sevenadur, ar sport… Darvoudoù ha kinnigoù evit an holl dud, yaouank ha koshoc'h, dedenn get kement-mañ pe kement-se; Abadennoù, baleadennoù hentet; gweladennoù, atalieroù, emgavioù lenn, kontadennoù, kollokoù, stajoù, diskouezadegoù; c'hoariva, sinema…
Un dra dibar awalc'h er festival : savet eo bet get ar soñj lakaat buhez ha begon àr zouar An Alre a-bezh (tachenn AQTA hag ar Gêrveur).
20 vlez 'zo bremañ, e talc'h ar prantad degouezhioù-mañ da vout kaset ha maget, dreist pep tra ha da gentañ-tout, get an akterion ag an dachenn - kevredigezhioù, aozadurioù publik, tud hag embregerezhioù dizalc'h - kengevret dindan an hevelep label da reiñ lañs d'an traoù savet gete o-unan ha da vrudiñ labour an holl en ur sevel krog ar festival.
Goude splannder ha grwez an hañv, goude kresk ar mone-done ha birvilh er boblañs a zo lod Bro an Alre a-hed mizioù Gouere hag Eost e veher douget a-walc’h, gwelet ag an diaveaz, da grediñ en em lezimp-ni amañ, goude bout graet un tenn anal e Gwenholon, da vonet trankilik davet Nedeleg a-hed ar Gouel-Mikael ha miz Du. Kement-se nend eo ket gwir ! Setu arriv pare ha rouedad Ti Douar Alre da ginnig deoc’h danvez 21vet tennad Un Automne Autrement - Douar Alre, gouel bemdez ! Kemerit-eñ, ha gouarniteñ mat edan ho torn a-hed ar sizhunioù da zonet ; ennañ e kavahet oc’hpenn un digarez da guitaat ar gêr, da zizoloiñ pegen birvidik eo ar vuhez kevredigezhel en hor c’horn-bro.
Tro 200 abadenn pe emgav a zo doc’h ho kortoz etre ar 4 ag ar Gouel-Mikael hag an 9 a viz Du ; kementse kinniget get kement aozadur pe dost ag ar c’hornad, holl tolpet evit an degouezh edan banniel Ti Douar Alre. N’eo ket netra ! Un dra a goñsekañs eo na vehe ket anezhi abaoe pell ’zo ma ne vehe ket a-dreñv perzh, gred ha lañs kement a dud a volontez vat, a gevredigezhioù, ag embregerezhioù, a gumunioù ; hep disoñjal hon harperion fidel a vlez da vlez : AKDA, hor c’humuniezh kumunioù, Kuzul Departamant ar Morbihan ha Kuzul Rannvro Breizh.
Berzh mat enta da zDouar Alre, gouel bemdez 2025 !
Klikit amañ evit dizoloiñ programm "Bro Alre gouil Bamdé" 2025