Connexion
FR | BR
Brudin dre +
31 Eost 2017

Ur sell àr predegennoù-hañv

Setu tost echu an abadennoù kinniget e-pad an hañv get rouedad kevredigezhel Ti Douar Alre. An teuliad bihañ-mañ a ro deoc'h digarez da deurel ur sell àr an heuliad predegennoù bet kinniget ha kaset get komisioù Arzoù ha Hengounioù pobl Ti Douar Alre, ar gevredigezh Dazont ar Glad hag an 6 kummunu kenlodek e-barzh a tres ar blez-mañ.

 

Setu damm da selaou bet enrollet da geñver 2 bredegenn :

- D'ar merc'her 26 a viz Gourhelen e Belz, "Binioù ha bombardoù, binvioù ag ar bed", get Alan Er Vuhé.

- D'ar merc'her 9 a viz Eost e Lokoal-Mendon, " Ar vuhez pemdeziek tiegezhioù a Vro Wened en 18vet kantved", get Erwan Denez.