Connexion
FR | BR
Brudin dre +
19 Mezheven 2017

Hoc'h abadennoù evit Bro Alre Gouel Bemdez 2017

Da geñver festival Bro Alre Gouel Bemdez  - a vo dalc'het etre ar 7 a viz Gouel-Mikael hag an 19 a viz Kala-Gouiañv 2017 -  en deus Ti Douar Alre lakaet e plas ur servij enlinenn nevez. Hag emañ ho kevredigezh peotramant an aozadur a labourit ennañ ezel a dTi Douar Alre ? Ha raktreset ho peus abadennoù a vo kaset e-pad ar festival ? Bez e c'hellit o enrolliñ dija, evit kement-mañ, kit àr ar bajenn-mañ savet a-fetepañs. Na zisoñjit ket er gober e galleg ivez, rak en div yezh e vo embannet ho kemennadenn e-barzh roll an abadennoù (klikit amañ).

Esperañs hon eus e kavoc'h talvoudus ar servij nevez-mañ.
Evit gouiet hiroc'h, na zoujit ket a vonet e darempred geneomp dre bostel (degemer@tidouaralre.com) pe dre bellgomz d'ar 02 97 78 41 40.