Connexion
FR | BR
Brudin dre +
27 C'hwevrer 2018

"Breizh, du àr gwenn", un taol lañs... lañsus.

Ur pemzek den bennak, selaouerion ha selaouerezed, a oa daet da gemer perzh e-barzh an degouezh nevez savet get Ti Douar Alre e-ser diskouezadeg poltredoù Myriam Jégat "Liv(e)" savet e mediaoueg Brec'h. Testennoù (gwerzennoù koulz ha komz plaen) é taolenniñ sonerion en o endro hag en o frantad a zo bet lennet enta a vouezh uhel get Daniel Carré: A. Brizeux, E. Souvestre, A. Bouet, A. Le Braz, X. Grall... Eil emgav Breizh, du àr gwenn a vo e miz Meurzh. Pe goulz ? E-men ? Pe tem ? Pe yezh ?... Kement-se a vo bannet un nebeut devezhioù kent get Ti Douar Alre àr ar rouedad sokiel. Bezomp àr evezh enta !