STAL
De loen en large
Pa chom mab-den da glask e sked e miloar... al loened ! Un droiad pajenn goude pajenn, dre minotennoù kammdroiek an antropomorfism e spered ar vrezhonegerion. Ur sell àr buhez – druik a-wezhoù – brezhoneg ar pemdez ha faltazi an dud. Un oberenn bet dastumet he danvez hag he mel a veg ar bobl ; un dudi hag un dedenn evit ar braz ag an dud. Kinniget ha moullet kaer, get tresadennoù livet é tiskouez hag é vagiñ spered ar propoz. Savet a-ratozh evit ar vrezhonegerion koulz hag evit an nannvrezhonegerion abalamour d'ar propozioù bout dalc'hmat spisaet ha lec'hiet a-fet ster.
Patrick Dréan (dastum ha kinnig) & Olivier Berson (tresadennoù, livioù ha pajennaoziñ)
«De loen en large» - 64 pajenn; 17 tresadenn livet.
Kenembann : Ti Douar Alre & Kerlenn Sten Kidna
Priz : 8 € + 3 mizoù kas. PRENIÑ
Da dapout :
a) Ti Douar Alre (11, ru an Tanin, 56330 Pleuwigner)
b) Stalioù levrioù ispisializet
c) E Kerlenn Sten Kidna (6, ru Joseph Rollo 56400 An Alre).
Korolleu & Sonennoù Douar Alre
Un eostad vad a sonennoù, a donioù hag a gorolloù Douar Alre kinniget er c'haier « Danses et chants du Pays d’Auray », àr ur CD da selaou hag un DVD.
Er c'haier : komzoù – e brezhoneg hag e galleg – un 30 sonenn, ur sell àr emdro a-hed an istor àr Zouaran dañs, ar c'han ha sonerezh ar vro àr dachenn bro An Alre, 30 sonenn get ar sonerezh notennet. Fichennoù atbennik àr an doare da ziskouez àr ar paper an dañsoù hag ar fesonioù ma vezont korollet. War ar CD : Holl ar pezh a zo kanet pe dost atav ; 29 sonenn en holl. War an DVD : Doareoù hag isdoareoù ma koroller en dañsoù hengounel. Ur pezh a gentel evit deskiñ ar pazoù. 1 euriad 20mn a sonerezh, 50 munutennad a skeudennoù ha 48 pajennad evit gouiet pep tra a-zivout ar glad kanet ha korollet etre Gwazh an Intel ha Gwazh ar Bonoù.
Stajoù kinniget : goulenn get André Arhuéro (06 03 40 66 36)
Priz : 12 € + 3 € mizoù kas PRENIÑ
CD - koublad - Douar Alre - Kalañ Gouiañv
Evel ma el lâr an talbenn dibabet get evezh, hor c'has ar c'houblad CDoù-mañ betek kalon ar fest-noz e Bro An Alre. Evel pep dibenn-sizhun en em gav abadoe 2005 sonerion, kanerion, ha dañserion e miz Kalañ-Gouiañv, e-kreiz ar Gouel-Mikel, e-ser ar prantad gouelioù hag abadennoù a gaver bemdez dindan an anv : «Bro Alre, Gouil Bamdé / Un Automne Autrement».
Ar c'houblad CDoù-mañ, bet enrollet d'an 2 a viz Du 2007, hol lak da genveviñ begon ar gouel ha birvilh buhez sevenadurel ur vro bev hec'h identelezh vreton.
Ur wir galv d'ar c'horoll ha d'ar c'han a-berzh koubladoù sonerion : Lothodé – Cadudal, Kergozien – Durassier, ar vreuder Mahévas, Camille ha Laure ; a-berzh sonerion : Trouzerion, Kanerion Pleuigner, Skol ar Luhern, Sten Kidna, Kenderv, Diaoulezed, Triorezed ; a-berzh ar c'houblad : Kristell Goiset & Hélène Beauguion ; a-berzh an triadoù : Botuha/Quillay/Guingo ha Le Meut/Le Hénanff/Le Blay; a-berzh ar strolladoù sonerion : Damad, Kilhan, Gevelled. Rac'h ho kouviont da zonet en dañs en ur selaou CD - koublad - Douar Alre - Kalañ Gouiañv.
Priz : 5 € + 3 € mizoù kas PRENIÑ
Badjoù
Daou sort a zo : re vihan (2 cm) ha re vras (3 cm).
Trugarez da spisaat ar vent karet pa urzhier
Priz : 3 € an tamm (bras pe bihan) PRENIÑ
Pegsunioù
- Brezhoneg ? Ya, da vat !
2 liv. Trugarez da spisaat al liv karet pa urzhier
Priz : 2 € PRENIÑ
Kondreoù
Daou sort, daou liv :
- Glas, geriaoueg ar pesked hag ar c'hregad.
- Ruz : geriaoueg an daol
Trugarez da spisaat al liv karet pa urzhier
Priz : 4 € an tamm PRENIÑ
Distaol : 4 evit 12 € PRENIÑ