Connexion
FR | BR
Doareioù
Podcast - Priz an avaloù brav
20 Meurzh 2023

Priz an avaloù brav, un conte de Daniel Carré (podcast)

Adkavit bouezh Daniel Carré ha selaouit doc'h ar gontadenn “Priz an avaloù brav”. Un doare dic'hortoz da addizoloiñ douar Alre é...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Un tañva a sevenadur Breizh

"Un  tañva a sevenadur Breizh" a zo an anv roet d'an ajenda sevenadurel aozet get Ti Douar Alre evit an hañv (Gouere & Eost). Tro 100 degouezh a vez kinniget 'vel-se, aozet àr-eeun get Ti ar vro pe kenaozet get kevredigezhioù, aozadurioù foran ; ma vez skinniet ar c'haierig savet a-ratozh davet tud ar vro e vez dasparzhet ivez davet an douristed en em gav niverus er vro e-pad an hañv. Arvestoù, dañs, bagadoù sonerion é pleustriñ, atalieroù…

Unan ag an darvoudoù pennañ a-hed an daou viziad a zo heuliad "Les Vendredis Dañs Alre". Kenaozet e vez etre Kêr An Alre ha Ti Douar Alre. Emgav pep gwener e-pad miz Gouere ha miz Eost àr ur blasenn bennak e kêr evit un abadenn deskiñ an dañsoù (7e - 8e 30 gm) hag ur fest-noz (8e30 - 10e30gm). Kaset get sonerion dishañval ag ur wezh d'an all.

Programm 2022 amañ !

>

Poltredoù