Connexion
FR | BR

Kan ar Bobl : A-Gevred e bro Gwened : d'ar Sadorn 28 a viz Meurzh

Dalc’het e vo ar 4vet tennad emgavioù-bro e Lokoal-Mendon, anvet « A-Gevred e bro Gwened » e sal Emeraude, Lokoal-Mendon.

Ha faot a ra deoc’h kemer pezh e emgav-bro Lokoal-Mendon a vo dalc’het d’ar Sadorn 28 a viz Meurzh 2026 ?

 

Pellgargit ar folenn-mañ-dindan hag he c’hasit d’an abretañ da : tidouaralre@gmail.com pe dre lizher : Ti Douar Alre, 11 ru an Tanin, 56330 Pleuigner

Fichenn enskrivadur : web/upload/directupload/17375365706790b43a41d09.pdf

 

Petra eo Kan ar Bobl ?

 

Krouet eo bet Kan ar Bobl e 1973. A c’houde-se e bet kinniget bep blez hag e deuit da vout un abadenn veur a sevenadur Breizh, lec’h ma vez bodet kanerion-ezed, sonerion-ezed, ha gontourion-ezed a sikour da dreuzkas ur glad dre gomz, dre sonerezh ha da lakaat ar sevenadur-mañ da chom bev.

Ur genstrivadeg kan, son ha kontadennoù eo, é-men vez diskouezhet o glad get ar c’henstrivadegourion-ezed get un aergelc’h madelezhus ha hegarat.

Rummadoù a-bep-seurt zo kinniget herve pep emgav-bro : Kan da zañsal, kan a boz, kan hinienel, kan get muzic, strolladoù, krouidigezh, kontadennoù, Tud Kar, priz ar re Yaouank, skolioù... En ho mesk e vez kavet ur rummad a blijo deoc’h ! forzet mat !

Krog a ra adal miz Genver betek miz Meurzh, digreizennet etre Pariz hag ar 5 departament Breizh, Goude-se ‘vez dalc’het gourfenn Pondi lec’h ma vez bodet an holl (kanourion-ezed, kontourion-ezed, sonerion-ezed) priziet get an emgavioù-bro.

Un digarez-vat d’an arzourion, d’ar skolioù divyezhek pe dre soubidigezh (Diwan) da lakaat àr-vell o barekezhioù, a ziskouezh d’ur sevenadur dre gomz get un hengoun sonerezh bev e Breizh hag e bro Gallaoueg.

 

Pesort aozadur evit derc’hel ar genstrivadeg ?

 

Get sikour aozadurion Breizh (kevredigezhioù troet doc’h ar glad, ar sevenadur Breizh ha Gallaouek, Ties ar vro) e vez dalc’het emgavioù-broioù pep-lec’h e Breizh,

A c’houde-se vez dalc’het gourfenn Pondi penn-kentañ vakañsoù an nevez-amzer a-benn monet é darempred get ur bublik ledannet aestroc’h a Vreizh. E-korf an daou zevezh-se vez riboulet, kanet, korollet, debret get ur pred kanet ha kontet ha echuet get ur fest-noz bras savet get Kan ar bobl.

Ar re a zo aet ar maout gete vez profet dezhe ur chekenn evit bout deuit hag ur sonadeg àr ur leurenn brudet e Breizh.

 

Emgav-bro : A-Gevred e bro Gwened

 

An emgav-bro kenaozet get Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna a vo dalc’het ar blez-mañ

 

                                        D’ar Sadorn 28 a Veurzh, e sal Emeraude, Lokoal-Mendon, adal 9e30.

 

Trugarez an a-raok da gas ho fichenn enskrivadur dre vail da : tidouaralre@gmail.com pe dre lizher : Ti Douar Alre, 11 ru an Tanin, 56330 Pluvigner,

Pellgargit ar fichenn-enskrivadur 2026 amañ : web/upload/directupload/17375365706790b43a41d09.pdf

 


Reolennadur kenstrivadeg Kan ar bobl

Liamm àr ar reolennadur 2025 : web/upload/directupload/17375431156790cdcb6b813.pdf


Gourfenn Pondi / Lec'hienn internet Kan ar Bobl :

https://kan-ar-bobl.bzh/


Trugarekaat 

Kenurzhiet get Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna hag Ar Vammen

Trugarez bras da gumun Lokoal-Mendon evit degemer ac'hanomp pep blez e sal Emeraude

Harpet get : Goûters-magiques, Brasserie Loch 'Ale, Cidrerie Maho, biscuiterie La Trinitaine, Keit vimp Bev