-
12 Meurzh 2026
YN MYN DREAMEN HEAR IK DY / DA GLEVET A RAN EM HUNVREOÙ (SINE-KLEUB)
A pa oant lodek en ur raktres eskemm european en-dro d’ar yezhoù bihan-niver e krogas tri arzour da gas ur preder àr al liammoù don etre o c’hlask identitelezh hag o c’hoant inkluadur. E-ser labourat a-stroll e kompren arzourion ar c’hoariva Wessel de Vries (Izelvroioù), Inger Birkelund (Norvej) ha Kristof ar Menn (Breizh) pegen hañval eo o c’hoant da sevel pezhioù diàr o yezhoù bihan-niver...
-



-
13 Meurzh 2026
BASTARD (C’HOARIVA)
Un deiz en em laka Kristof ar Menn da vonet àr roudoù ar c’hanerezed hag ar ganerion hengounel, ur rummad tud é vonet da get siwazh. Buan e krog preder ar c’hanour rap ha beat boxer d’en em droiñ davet un c’hoant gouiet hiroc’h a-ziàr e lignez. Etre kan ha danevelliñ en em gav liammet e istor dezhañ get kani ar re gozh, e korf un abadenn son ha c’hoariva fromus leurennet get Thomas...
-


13 Meurzh 2026Scène ouverte Conte, Lecture, Musique, Chant, Poésie avec l'association "Histoire de Mots"
Scène ouverte Conte, Lecture, Musique, Chant, Poésie avec l'association "Histoire de Mots" 15h30 > 17h30 Inscriptions : Merci de laisser votre nom, numéro de téléphone, titre et durée de l'intervention 06 86 03 16 38 ou mariehmil@sfr.fr 10 min max/participant.e Lieu : Pavlova, Place Voulien, 56470 La Trinité-sur-Mer. Autres dates Vendredis : 13/03 ; 24/04/2026
-
13 Meurzh 2026
Apéro Noz
"Apéro noz" de 18 h 30 jusqu'à 22h. Session de musique bretonne ouverte à tous les musiciens et chanteurs Animé par Level juste, Anouchka et ses amis. Organisation : tu bro Langedig Bar "Le Truc Much" Malachappe (Pluvigner) Prix libre.
-
14 Meurzh 2026
GOBER E BREZHONEG (STAJ YEZH)
Devezh e brezhoneg : un devezh evit bout soubet er yezh get atalieroù disheñvel (sevel un abadennig radio, alejiñ boued, c’hoarioù...) graet espres-kaer evit an dud a grog da gomz brezhoneg : setu danvez ar staj-mañ. Un digarez ivez da lâret kaer ha da zebriñ get tud nevez, d’ober bourrapl a-gevred. Aozet get Kerlenn Sten Kidna. An Alre, sal Sten Kidna 9 e30 a.m. > 17 e g.m....
-
14 Meurzh 2026
AR BIZIED LIANT (STAJ SONEREZH + FILAJ)
Deskiñ ambroug tonioù a vro Gwened (tonioù da zañsal, tonioù a-boz, tonioù sakr ha disakr). Frazenniñ, ezteurel, luskiñ ha kendoniiñ. Prantad labour a-stroll hag hiniennel a-bep eil. Digor d’ar sonerion akordeoñs arroutet (ha da venvegoù arall, goulenn get ar c’helennour, 10 lec’h d’ar muiañ). Un devezh atalier kaset get Samuel Le Henanff. Filaj da heul e sal ar Vadalen, nozvezh...
-
14 Meurzh 2026
EVNED, LAZ-KANAL AR GOULOÙ-DEIZ / LE CHOEUR DE L’AUBE (DAÑS)
Setu ur pezh nevez savet, etre dañsoù Breizh ha dañs a-vremañ. En ur implij mimolojismoù (pozioù é tambreziñ kan al laboused) e-barzh rimadelloù dastumet àr ar maezoù e bro Gwened, en em gav lakaet hor bed-ni keñver-ha-keñver get kani al laboused. Ho kouviiñ a ra an arvest eVned, le choeur de l’aube etre teñvelded ha sklêrijenn, etre didrouz ha kan liesvouezhiek, da selaou doc’h...
-
18 Meurzh 2026
EMGAV GET JOB AR BAYON (LENN)
Lennadennoù a destennoù brezhonek tennet a oberennoù Job ar Bayon, a bep eil get tonioù muzik (telenn) kempennet get studierion Skol Sonerezh Sakr Santez- Anna. Un digarez da deurel ur sell àr an oberenn-se ankouaet betek re hiziv-andeiz. Aozet get Kerlenn Sten Kidna ha mediaoueg Santez-Anna-Wened. Stez-Anna-Wened, mediaoueg 11e a.m. > 11e45 g.m. A-vat
-
18 Meurzh 2026
LENNADENNOÙ - SELAOUIT HAG E KLEVAHET
Meur a wezh e-pad ar miz hag e meur a vediaoueg ag ar c’hornad e vo kinniget d’ar re vihan (adal 3 blez) emgavioù en-dro da levrioù e brezhoneg ; digarezioù da vamiñ, da c’hoarzhet, da veviñ avañturioù-kaer a-stroll. Aozet get Ti Douar Alre hag ar mediaouegoù : • d’ar Merc’her 18.03, da 4 e 30 g.m. e mediaoueg Athéna, An Alre. • d’ar Sadorn 21.03, da 10 e a.m. e mediaoueg...
-
19 Meurzh 2026
AN BHFUIL TÚ GO MAITH ? (TAÑVA)
An iwerzhoneg, ken tost ha ken pell ag ar brezhoneg àr un dro ! Da geñver gouel Sant-Padrig, e-pad un euriad hanter, ho po tro d’ober un tañva d’ar yezh-se dre ar brezhoneg, da zeskiñ un nebeudig frazennoù, da glevet ha da welet penaos eo an iwerzhoneg evit gwir, ha d’ober bourrapl en enor d’ar sevenadur-se, ken hoalus ! Aozet get Kerlenn Sten Kidna. An Alre, sal Kerlenn Sten Kidna...
-
21 Meurzh 2026
LENNOMP A-GEVRED ! (EMGAV)
Dait da gomz e brezhoneg ag ar levrioù hoc’h eus lennet pe adlennet nevez zo. Ne vern pesort levr e vehe ! Digor d’an holl lennerion. Aozet get Kerlenn Sten Kidna. Brec’h, mediaoueg 10e15 a.m. > 12e A-vat
-
21 Meurzh 2026
ÀR ROUDOÙ HON HENDADOÙ, ETRE BOURJEREL HA PORZH AR PAOU (TROIAD-BALE)
Tro-vale trema Bourjerel ha porzh-mor ar Paou àr roudoù andevizerion ar c’houmanantoù en XVIIIvet kantvlezad hag annezidi gentañ ar porzh : moraerion, tavarnourezed, kilvizion-bagoù, melinerion. Kaoz a vo ivez a floderezh ar butun e-pad an Dispac’h bras, Ergerzhadenn Kiberen ha mojennoù ar vro. Merenn-enderv er Paou. Un droiad-bale kaset get Mikael Rouby. (Ma ra glav e vo kinniget ur bredegenn...
-
21 Meurzh 2026
LENNADENNOÙ - SELAOUIT HAG E KLEVAHET
Meur a wezh e-pad ar miz hag e meur a vediaoueg ag ar c’hornad e vo kinniget d’ar re vihan (adal 3 blez) emgavioù en-dro da levrioù e brezhoneg ; digarezioù da vamiñ, da c’hoarzhet, da veviñ avañturioù-kaer a-stroll. Aozet get Ti Douar Alre hag ar mediaouegoù : • d’ar Sadorn 21.03, da 10 e a.m. e mediaoueg Pleuwigner.
-
22 Meurzh 2026
FAS-OC’H-FAS / FACE-À-FACE (SONADEG)
Sonennoù e Brezhoneg hag e Galleg : pa gej sonennoù a Vreizh-Izel doc’h kanennoù a vro C’hallo. Kinnig a ra ar c’houblad kanerezed-mañ ag ar Mor-Bihan, Sylvie Gwiner ha Yannick Gargam, un diviz kanet é veskiñ brezhoneg ha galleg. Evit kement ton kanet e brezhoneg e vo klevet e bar e gallaoueg, hag ar memp tra en tu kontrel. Kouviet oc’h da zizoloiñ pegen pinvidik eo hengoun ar c’han...
-
25 Meurzh 2026
AN TI KAMM (ARVEST MARGODENNOÙ)
Emañ Alfonso é veviñ en ur vro vurzhudus, e-touez ur gumuniezh paour. Du-se, pep hani en deus un ti da zek vlez. Met unnek vlez eo Alfonso dija, ha n’en deus kavet ti ebet : ne chom dezhañ nemet un devezh evit er c’havout a-raok devezh lid an tier... Aozet get Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna ha mediaoueg Brec’h. Brec’h, mediaoueg 11 e a.m. A-vat (Adal 3 blez)
-
25 Meurzh 2026
Tañva d'ar Brezhoneg
Un abadenn digor da gement den c'hoant getañ deskiñ un tamm brezhoneg : penaos saludiñ, en em brezantiñ, kimiadiñ, goulenn get unan penaos e ya getañ ha kontiñ betek dek ! Ha prest oc'h ? Partiet eo! - Mediaoueg Brec'h, 10e a.m.
-
27 Meurzh 2026
1,2,3 DEUS DA C'HOARI !
Ha C'hwi 'zo tik get ar sifroù ? ha c'hoari a blij deoc'h ? Emañ an abadenn-mañ evidoc'h : ul loto. N'eus ket gwell evit krogiñ get an dibenn-sizhun ! Digor d'ar vrezhonegerion èl d'an nann-vrezhonegerion. Aozet get divyezh Plunered Adal 6e30, 1euro ar gartenn
-


28 Meurzh 2026Kan ar Bobl 2026 : A-gevret e Bro Gwened
Emañ Kan ar Bobl é tostaat ! : Un digarez da dolpiñ kantadoù a ganerion/kanerezed, sonerion/sonerourezed ha bugale evit derc'hel bev, treuzkas ha kreñvaat hor glad sonet, kontet ha kanet! Hag e faot deoc'h kemer perzh en ur rummad e-pad Kan ar Bobl Lokoal-Mendon a vo dalc'het d'ar sadorn 28 a viz Meurzh 2026, na zoujit ket a vonet e darempred geneomp ! Amañ-dindan e kavoc'h ho folenn...
-
28 Meurzh 2026
FEST-NOZ
Poellgor gevelliñ Pluvergad-Meriadeg a ginnig deoc’h donet da zañsal e Pluvergad betek 1e da vintin ; fest-noz nevez-hañv kaset get Afell, Pollen ha FAG+. Sal get ur plañcheris ; traoù da zebriñ ha da evet àr al lec’h (stand kafe, katev, krampouezh). Aozet get poellgor gevelliñ Pluvergad-Meriadeg. Pluvergad, sal an Erminiged 8 e 30 g.m. > 1e a.m. 8 €/A-vat –18 vlez





