Da breniñ du-mañ
Kammdro an Ankoù
Deizlver brezel Loeiz Herrieu bet savet dezhañ, goude ar brezel (1930-1933) diàr an notennoù pemdeziek bet kemeret en e garnedoù. Get tresadennoù a zorn L. Herrieu e-unan. Savet e brezhoneg.Gouiet hiroc'h
Priz foran : 17 €
Nag ar gwenan ? …
Oc'hpenn 600 lizher, kartenn... skrivet e-pad ar Brezel Bras get Loeiz Herrieu / Louis Henrio (1879-1953) d'e wreg. E-mesk ar miliardoù a lizherioù bet eskemmet etre an talbenn – bed ar wazed soudardet - hag an a-dreñv – bed ar familhoù chomet er vro – ar re skrivet get Loeiz Herrieu o deus un talvoudegezh ispisial : sevel a reont d'ober ar brasañ, ar fonnusañ eskemm lizherioù brezel bet kaset e brezhoneg (ar braz ag ar vrezhonegerion a skrive e galleg). Enne e kaver ivez ar pezh a oa chomet kuzhet en testoni foran – Kammdro an Ankoù - bet savet hag embannet get an den adalek 1933 : an den prevez ( e galon, e soñjoù, al liammoù don get e re er gêr, an aon hag an esperañs da zistreiñ... ) Pell en em gaver ag ar skeudenn harozel pe damharozel klasel ; kinniget dindan un titl dic'hortoz a-walc'h met tost-tre da bennad ar soudard Herrieu : ober evel ar gwenan : en em c'hoarn e-pad ar goañv (ar brezel) evit gellet en em deurel en-dro d'ar vuhez ha d'al labour pa zay an nevez-hañv ( ar peoc'h). Gouiet hiroc'h
Priz foran : 40 €
Meubles peints de Bretagne - monochromes & polychromes
Ma kaver stank a-walc'h e Breizh glustraj unlive e kaver ivez – ar pezh na vez ket forzh gouiet e gwirionez – re lieslivet. Siwazh ! Ar pezhioù-se, evel mad eo en em gavet get an tier savet get pri ha koad hag a oa livet int ivez gwezharall, a zo bet razhet al liv diàrnezhe evit klask bout liv orin ar prenn ; peotramant emaint bet livet a dastorn-kaer, pe bountet en un gognel bennak ha disoñjet aze en ur stad ken truek ma... vez diaes gouiet petra 'oant.