Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

Mané Hello
56550 LOCOAL-MENDON

Darempred

06 97 24 58 28
arvammenn@gmail.com

Ar Vammenn

Kevredigezhioù LOCOAL-MENDON

Tres

Savet eo bet ar gevredigezh Ar Vammenn d’an 23 a viz C’hwevrer 1994 get ar soñj harpiñ ar c’hlasoù divyezhek ha kinnig kentelioù-noz brezhoneg d’an dud daet, en o mesk kerent skol kentañ derez Intron Varia Er Bleù Lokoal-Mendon. Reiñ a ra an tu da gerent ar vugale divyezhek da gomz brezhoneg genomp ma vo aesoc’h dezhe en ober er gêr. Dre strolladoù bihan e vez labouret, ha lies-mat e e vez kaset ar gomz àr sevenadur Breizh. Dalc’het e vez kentelioù e Lokoal-Mendon hag e Pleheneg. Tri live a zo :
- live 1, get Jean-Yves Collin, d’ar meurzh da noz ;
- live 2, get Marie-Claire Louis, d’ar lun da noz ;
- kentelioù kannal, get Jean-Paul Rieux, d’ar yaou da noz (bep eil yaou).
 
Kaset e vênt get animatourion a-youl vat.
Graet e vez get an doare-skriviñ peurunvan àr-un-dro chom feal d’ar gwenedeg.
 

27 C'hwevrer 2023

Miziad ar brezhoneg àr zouar Alre 2023

E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad ...
> Gouiet hiroc'h

Locoal-Mendon - 25 Meurzh 2023

Kan Ar Bobl 2023 " A gevred e Bro Gwened "

Ar blez-mañ e vo dalc'het un emgav-bro Kan ar Bobl àr zouar Alre !  Un digarez kaer evit razh kanerion ha sonerion ar vro hag evit ar c’hlasadoù divyezhek ivez da ziskouez o ampartiz. E fin an ...
> Gouiet hiroc'h