Dites le en breton ! Nedeleg e Brezhoneg !
Voici quelques phrases utiles pour souhaiter en breton à vos proches et collaborateurs de bonnes fêtes de fin d'année ! Setu un...
> Gouiet hiroc'hIzili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.
Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..
Bout ezel ag ar gevredigezhResev ar lizher-brudiñ
SERVIJOÙ KINNIGET D'AN IZILI
AR VALIZENNAD JUBENNIÑ HAG HENTIÑ EVIT AR BREZHONEG
Venniñ a rit harpiñ lec'h ar brezhoneg er vuhez foran : na kaeret ur soñj ! Ti Douar Alre ho sikour d'er seveniñ.
- Lakaet ho peus en ho soñj sevel un degouezh (predegenn, emgav…) e brezhoneg; neoazh ne faot ket deoc'h ma chomo an nannvrezhonegerion a-kostez.
- E-touezh an dud a gemero perzh en degouezh treset e vo lod ne vestroniont ket madik a-walc'h ar yezh hag arvar a zo e vehent "didroadet" a daoloù; dober o dehe a vout "konfortet" dre ar galleg.
- Prest a-walc'h e vehec'h-c'hwi da gemer ar gaoz e brezhoneg, da sevel ur gaoz divyezhek e-ser ur predeg pe evit degemer an dud; prederi ho peus neoazh a-gaoz d'an amzer ma pado get an "adlar"; trawalc'h da skuizhiñ ar selaouerion.
- Hentiñ a rit ur bare tud dre un diskouezadeg en ur mirdi, ul lec'h foran bennak; klask a rit komz d'ho tud hepken, hep direñkiñ ar re-all get ur gaoz a vouezh uhel.
Ar benveg-mañ a vo d'ho torn ha d'ho krad !
- Kemerit ar mikro ha roit pep a dokarn - 20 en holl - da dud ho pare.
- Fiziet ar mikro etre daouarn ur jubennour barrek; eñ a droio ho kaoz a-vuzul.
Titouroù oc'hpenn :
Ar benveg a gerzh àr baterioù; dober ebet a vout luget doc'h an tredan.
Ti Douar Alre a c'hell kinnig ur roll jubennerion brezhoneg-galleg ampart.
Doc'h rekis eh eus tu tapout 20 tokarn oc'hpenn. d. l. eo 40 en holl.
Amprest digor d'un implij evit yezhoù-all estroc'h eget ar brezhoneg.
Prizioù :
- Strollegezhioù a vez argantaouet Ti Douar Alre gete : evit netra
- Kevredigezhioù ezel a dTi Douar Alre : 25 €/zevezh
- Kevredigezhioù ha strollegezhioù arall : 50 €/zevezh
- Embregerezhioù : 80 €/zevezh
Termenoù amprestiñ pe feurmiñ an dafar
AR VALIZENNAD JUBENNIÑ HAG HENTIÑ EVIT YEZHOÙ ARALL
Kas a rahet ur strollad tud d’ober anaoudegezh get ur lec'h bennak (ur mirdi, ur gêr, en natur...) ha n’oc’h ket sur e vehet klevet mat get pep hini ? Feurmit hor balizenn !
Degemer a rahet tud ag ar gêr c’hevellet get ho kumun ? Gober a rahet marc’had get pratikoù pe pourchaserion ag an estrenvro ? Ec'h aoziñ ur c’hollok etrevroadel eh oc’h ? Fiziit neuze mikro hor balizenn e jubennerion ampart àr ar yezh(où) a vo implijet ha kemerit perzh a-drugarez d’an 20 tokarn a zo e-barzh.
Prizioù :
- Kevredigezhioù ezel a dTi Douar Alre : 50 €/zevezh
- Kevredigezhioù arall ha strollegezhioù : 75 €/zevezh
- Embregerezhioù : 100 €/zevezh