Dites le en breton ! Nedeleg e Brezhoneg !
Voici quelques phrases utiles pour souhaiter en breton à vos proches et collaborateurs de bonnes fêtes de fin d'année ! Setu un...
> Gouiet hiroc'hIzili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.
Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..
Bout ezel ag ar gevredigezhResev ar lizher-brudiñ
Un tañva a sevenadur Breizh
"Un tañva a sevenadur Breizh" a zo an anv roet d'an ajenda sevenadurel aozet get Ti Douar Alre evit an hañv (Gouere & Eost). Tro 100 degouezh a vez kinniget 'vel-se, aozet àr-eeun get Ti ar vro pe kenaozet get kevredigezhioù, aozadurioù foran ; ma vez skinniet ar c'haierig savet a-ratozh davet tud ar vro e vez dasparzhet ivez davet an douristed en em gav niverus er vro e-pad an hañv. Arvestoù, dañs, bagadoù sonerion é pleustriñ, atalieroù…
Unan ag an darvoudoù pennañ a-hed an daou viziad a zo heuliad "Les Vendredis Dañs Alre". Kenaozet e vez etre Kêr An Alre ha Ti Douar Alre. Emgav pep gwener e-pad miz Gouere ha miz Eost àr ur blasenn bennak e kêr evit un abadenn deskiñ an dañsoù (7e - 8e 30 gm) hag ur fest-noz (8e30 - 10e30gm). Kaset get sonerion dishañval ag ur wezh d'an all.
>