Connexion
FR | BR
Brudin dre +
18 Gwengolo 2017

Deskiñ brezhoneg àr Zouar Alre

A-benn ur pemzektez avamañ e krogo en-dro ar c'hentelioù brezhoneg d'an dud daet. Kentelioù evit an holl, evit ar re na ouiont na bu na ba kerkoulz hag evit ar re en o aes er parlant. Kentelioù 'vo moaien heulhiiñ e 6 kumun a Vro An Alre : An Alre, Belz, Krac'h, Lokoal-Mendon, Pleuwigner ha Stez-Anna. Kaset e vezont get 2 gevredigezh : Kerlenn Sten Kidna hag Ar Vammenn (Lokoal-Mendon).
Evit gouiet hiroc'h (taolenn ar c'hentelioù, priz ar blezad, ha c'hoazh), na zoujit ket a vonet e darempred gete :

- Kerlenn Sten Kidna : 02 97 78 41 40, ksk@ksk.bzh, www.kerlennstenkidna.bzh
- Ar Vammenn : 02 97 24 58 28, arvammenn@gmail.com