Connexion
FR | BR
Brudin dre +
3 Here 2016

Deskit brezhoneg àr zouar Alre !

Àr zouar Alre e vez roet kentelioù brezhoneg d'an dud daet get div gevredigezh :

Kerlenn Sten Kidna hag Ar Vammenn. Kentelioù a vez evit an deraouidi met ivez evit an dud en o aes get ar yezh c'hoant gete monet pelloc'h. Moaien 'zo heuilhiñ kentelioù àr 7 kumun àr dachad ar gumuniezh-kumunioù : en Alre, e Krac'h, e Landevant, e Lokoal-Mendon, e Pleuwigner, e Santez-Anna hag e Sant-Filiberzh. Lañset eo ar blezad kentelioù a-c'houde an 19 a viz Gwengolo met n'eo ket re ziwezhat evit krogiñ e-barzh !

Dait da gomz ha da beurzeskiñ brezhoneg get an div skol-noz a gaver er c'hornad. Na zoujit ket a vont e darempred geneomp dre bellgomz d'ar 02 97 78 41 40 pe dre bostel é kas ho kemennadenn da oliertidouaralre@gmail.com.

 

Gellet a rit ivez teurel ur sell àr c'hinnig kentelioù brezhoneg e Bro An Alre é klikiñ amañ.

Dielloù stag

 Kentelioù brezhoneg 2016