Connexion
FR | BR
Brudin dre +
29 Ebrel 2016

Ar Redadeg e bro an Alre

Ar Redadeg zo ur redadeg a-eiladoù savet àr Breizh a-bezh get ar soñj broudiñ an dud d’ober get ar brezhoneg. E 2016 e vo lañset evit ar 5vet gwezh : loc’hiñ a ray e Sant-Herblen an taol-mañ, tostik-tra da Naoned, d’an 29 a viz Ebrel hag arru a ray d’ar 7 a viz Mae e Lokoal-Mendon e-kreiz Trofe Roñsed-Mor. Treuziñ a ray 5 departamant, 300 kumun àr 1 700 km. An argant dastumet doc’h ar c’hilometradoù bet gwerzhet a dalvo da harpiñ raktresoù evit ar brezhoneg.

 

Ti Douar Alre a labour bemdez evit ar brezhoneg, rak-se en deus prenet 3 km, ha fiziiñ a ray ar vazh-test e André Arhuéro. Holl ar rederion a zo kouviet enta d’en ambroug d’ar sadorn 7 a viz Mae :

- d’ar KM 1 608 da 6e vintin e Mane Lann Vras, àr an hent etre Landevant ha Landaol betek ar KM 1 610 ha 1 611 (an tremen a vo da 6e33) en ur sortial a vourc’h Ldaol da gavout Pleuwigner ;

- 6 km e-raok an dibenn, adal ar KM 1 702 da 4e40 g.m. àr an D16, hanter-hent etre Belz ha bourc’h Mendon, en ur arru get lenn Sant-Yann ; ar c’hilometradoù-se zo roet d’ar re a redo evit kevredigezhioù é labourat evit ar brezhoneg.